War chanter an hent-tizh A69 (Tolosa-Castres) ha tro-dro emañ ar gaochisted o tagañ hag o atahinañ muioc’h-muiañ ar vicherourien o labourat. Zad Saïx a zo e-kichen hag etre tud zo eus ar ZAD ha paotred ar surentez oc’h eveshaat ar chanter eo ar brezel.
D’ar 24 a viz eost, tro 7e3 GM e tegouezhas un ugent bennak a dud, kougoul war ar fri, war chanter an Dicosa. Jetet o deus mein gant paotr ar surentez a oa war ar chanter. Ar SMIC a vez gounezet gant seurt micherourien met n’o deus ket foutr ar gaochisted eus se, taget ha klasket gloazañ anezhañ o deus. A-raok mont kuit pa erruas an archerien e lakjont tan en ur bungalow.
Antronoz, da 8e30 mintin, setu ar gaochisted deuet en-dro war ar memes chanter. C’hoant ganto skeiñ gant paotr ar surentez ! Ganto e oa bazhadoù houarn memestra. Met dre n’eo ket na kalonek ar gaochisted na kigennek ar gaochisted e teuas a-benn paotr ar surentez da lakaat anezho da sachañ o skasoù. Seizh e oant en holl memestra ! Hag eñ e-unan !
Savet en deus klemm rak gloazet eo bet an taol-mañ.
D’enderv e teuas en-dro ar gaochisted. Met ar wech-mañ e oant etre 30 ha 40 ! E-unan e talas outo e-unan paotr ar surentez ur wech ouzhpenn met re niverus e oant, leskel a reas ar chanter dezho. Distrujet o deus tout an traoù ha lakaet tan en ur c’harr-tan eus ar polis-kêr zoken.
A-raok tout-se, d’an noz etre an 22 hag an 23 a viz eost e oa bet taget ur paotr surentez gant ur c’hoktel Molotov dija.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
2 réponses à “Hent-tizh A69 : ar gaochisted a dag micherourien”
Mat e ra aozer ar pennad implij an droienn « ar c’haochisted » kentoc’h eget « ar gleizelourien » rak gaochisted zo faskourien anat eo. N’eo ket ar politikerezh o zachenn met ar sponterezh.
Ar gwir zo ganeo’h. Ar feulsder ew zo o doareoù d’ober, eskemmã pe flapaat, ne lavaran ket !