Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Sant-Nazer : 14vet taol polis en Trebal abaoe miz gouere a-enep an dramm, un trafikour parizian serret

An Trebal atav hag adarre ! E Sant-Nazer e anav an holl ar c’harter-mañ deuet da vezañ “kêrdramm” e-korf un nebeut bloavezhioù. Dav eo lavaret n’eus ket mui bretoned o chom en Trebal bremañ, “poblañsoù all” ne lavaran ket.

Er c’harter-mañ, d’ar 16 a viz eost, e oa ar boliserien o rodal evit ar 14vet gwech abaoe miz penn-kentañ miz gouere. C’hoant ganto terriñ an trafikañ dramm, atahinañ an drafikerien, betek o skarzhañ eus an Trebal un deiz bennak. Pa vo ur gwir bolontez bolitikel.

An deiz-se, bepred, o deus serret un den eus Evry, e banlev parizian, o trafikañ gant un den all. Un ugent bennak a pratiked a oa o c’hortoz o dozenn memestra hag an daou ganfard a rae o micher !

Dirak lez-varn Sant-Nazer ez a ar Parizian ‘barzh blev kriz : “N’en deus ket gounezet an arc’hant a oa en e loueroù gant an trafikañ dramm”, hervezañ. Forzh penaos “e vev gant 1000€ bep miz”. Hag ar c’hanab hag ar boultrenn wenn a oa gantañ ?

Klasket en deus e vreutaer arguzenniñ evit ma vefe ket kaset d’an toull-bac’h met daou venneg evit trafikañ dramm a oa war e roll lez-varn, n’eur ket sur eus e identelezh (gall a vroadelezh eo ?),… e oa re bounner e sac’h. A-benn ar fin eo bet kondaonet da c’hwec’h mizvezh toull-bac’h.

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Dol de Bretagne, E brezhoneg, Justice, Local, Société

“Serge eus Paris”, trafikour dramm a vicher, a sko gant ur vaouez !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : “N’eo ket me, n’eo ket me, n’em eus graet netra”, an Aljerian dindan OQTF kondaonet memestra

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Donez (44) : ar bomperien a zeu d’e sikour, dentañ ha kunujenniñ a ra anezho !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, NANTES, Patrimoine, ST-NAZAIRE

Naoned : ar Maillé-Brézé zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Environnement, Insolite, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : 6000 gwezenn plantet war ur fraost industriel kozh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : tri zrafikour louzoù dibaper kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Guérande, Justice, Local, Société

Gwenrann : ar c’hlasker-bara yaouank kondaonet a gunuj e varner

Découvrir l'article

Dinan, E brezhoneg, Ensauvagement, Immigration, Local, Société

Dinan : tri den barnet en un afer skrapadenn, unan anezho dindan OQTF

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Politique, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : ur voskeen he deus galvet e fideled da votiñ “evit gwellañ mat deomp”

Découvrir l'article

Animaux, Local, ST-NAZAIRE, Vidéo

Dolfined el Liger ! [Video]

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky