« Piv zo mestr amañ ? » a veze klevet en hor familhoù gwechall. E Bro-C’hall eo ar varnerien a zo mestr. Mestr war pep tra ha dreist-holl war ar politik. E Gwenrann o doa en em staliet karavanennoù e-kichen ar stad e penn-kentañ miz eost. Goulennet en doa ar maer digant ar prefed e vefent skarzhet. Embannet en doa kerkent ar prefed ur « c’has redi » evit lakaat anezho da skampañ kuit.
Met… torret eo ar c’has gant ar justis. Hervezi eo « er-maez eus al lezenn » met n’eo ket « er-maez eus al lezenn » da ac’hubiñ ul lec’h publik ! Peadra da bennfoliñ aze !
Hervez an diviz embannet gant ar barner eo « diouzh ar reolennoù ar stagadur tredan » da skouer. Laeret e vez tredan gant an dermajied (staget int war gloued ar skol) met ne vern, graet mat eo ar stagadur, n’eo ket dañjerus, neuze…
A-benn ar fin n’en do ket ezhomm ar maer Nicolas Criaud da derriñ e benn : d’an 22 a viz eost e oa aet kuit an dermajied.
Met ma teuont en-dro o do droad chom war ar stad. Ha ma’z afemp d’en em staliañ dirak tiez ar varnerien ?
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine