« Kae kuit, mod-all e tiskaran ac’hanout ! » setu ar pezh a zo bet selaouet gant patron gourstalig Maezon-ar-Gwini e Bro Gwiniegi Naoned d’an 3 a viz eost. Daou laer a oa o laerañ e goñvers ha degouezhet eo war al lerc’h kelaouet gant e sistem alarm tra ma oant o « labourat ». An daou laer a oa o klask tennañ ar c’houfr-houarnet ha mont kuit gantañ ! Chomet eo pell anezho o c’hortoz e vefe achu ganto.
An trede gwech eo ! David Malary, ar merer, a zo heuget. Plakennoù faos a oa war an oto ha n’eo ket deuet a-benn ar boliserien da adkavout anezho evel n’o deus ket serret an daou skipailh gentañ.
Penaos e c’hello kenderc’hel ar c’hoñversoù bihan war ar maez ma vezont laeret ingal ?
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine