« Serge eus Paris », trafikour dramm a vicher, a sko gant ur vaouez !

Aaaah, « Serge eus Paris ». Ur « greunenn aour » evit Breizh ! E Roz-Lanrieg e bro-Zol d’an 20 a viz gouere e tegouezh archerien en un ti. Ur paotr a zo e-barzh. 8 vloaz. E-unan. Aon en deus. Gwelet en deus e vamm o vont kuit gant un den all. Ha bloñset e oa he fas, ul lagad dam-serret, ar javedoù a-dreuz…

Rak « Serge » a zo degouezhet eus Paris un nebeut a-raok. Ha war e du fall e oa ! O klask war-lerc’h 1500€ mui sac’hadigoù kokain. Ur vamm-gozh en he 75 bloaz a oa sañset c’hoari ar vagourez evit an dramm. Normalamant e oa bet kuzhet ar varc’hadourezh ganti en ur pezh arrebeuri dindan alc’hwez ha Serge a oa sañset kemer anezhi ha kuit. Met en ospital emañ ar vamm-gozh, war-se he deus leusket an afer d’ur vignonez dezhi. Siwazh dezhi, n’emañ ket ar c’hokain hag an arc’hant el lec’h ma oant sañset bezañ. Ha Serge zo fuloret ! Alese e sko gant ar paourkaezh plac’h ha ne ouare ket pelec’h e oa ar varc’hadourezh. A-benn ar fin ha goude bezañ bet skoet kant gwech warn-ugent e semplas er c’harr-tan. Ha Serge, souezhet, a dapas e fall. Ar pezh a savetas ar vamm.

Dirak lez-varn Sant-Maloù n’eo ket fier ken Serge. Hag eñ ur mailh war an trafikañ dramm hag ar feulster : 13 menneg war e roll lez-varn hag eñ 29 vloaz nemetken ! Met d’an 13 a viz eost e oa 20 vloaz toull-bac’h war e chouk. Gloazet eo ar vaouez, drailhet he nervenn optikel memes !

A-benn ar fin e vo kondaonet Serge da… bevar bloavezh toull-bac’h (ha n’eo ket 20) mui ur vloaz gant goursez. Hag arabat dezhañ distreiñ da Il-ha-Gwilun pe er Manch a-raok pell !

Mod-all e vo kaset d’ar c’horn ?

Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant Tolpad Kêrioù a lâr’ Ya da live 2 ar garta aveit ar brezhoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Norzh Bro-Gembre : nebeutoc’h a saozneg er skolioù, muioc’h a gembraeg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-BRIEUC

Binig-Staol (Bro-Oueloù) a lavar « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne

100vet deiz-ha-bloaz Gwalarn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sciences, VANNES

Ur brezegenn interesus ‘ba Gwened

Découvrir l'article

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Pornic, Société

Bro-Raez : un « Uberdramm » dispennet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Brest : Dale oa gantañ da vont d’ar voskeen, teurel a ra ur sac’hadig heroïn dirak ar boliserien

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky