Ur bern vakañsourien a zo degouezhet e Tregastell ha Pleuveur-Bodoù an hañv-mañ c’hoazh ha lod a c’hell bezañ… difeson, dreist-holl pa teuont eus lec’hioù zo.
D’an nebeutañ, abaoe sizhunvezioù, ez eus tud fin hag a gav fentus terriñ pe mazaouiñ madoù an naesañ er c’hêrioù-mañ : ganiveloù a zo bet adkavet devet war an draezhenn. War a seblant o deus servijet da regezerioù stroll ! Boestoù lizhiri a zo bet distrujet, memestra evit postoù-lamp ha logelloù-mor. Ha koulskoude en deus traoù all d’ober ti-kêr Tregastell er mare rak ur redadeg-vor a vo a-benn nebeut : 24 eurvezh ar biggi dre lien !
E Pleuveur-Bodoù, just e-kichen « Trega » zo bet distrujet aveadurioù foran n’eus ket pell zo ivez.
« Kan bro kant giz ha marteze ez eus Parizianiz »…
Savet zo bet klemm gant an daou gêr.
Crédit photo :
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine