E Kelenneg-ar-Mewan (Aigrefeuille-sur-Maine e galleg) e su Naoned, zo bet laeret eoul-mein ar Secours Populaire. Met n’eo ket ur wech pe zaou met meur a hini e-pad an nevez-amzer. Ken e c’houlennas ar gevredigezh gant ar vleinerien da chom hep kargañ d’an noz kuit da vezañ laeret e-kerz an noz justawalc’h.
Diarbennoù a zo bet kemeret, traoù a zo bet graet a-fed surentez ha mont a ra gwelloc’h er mare-mañ met aon o deus tud ar Secours Pop’ e adkrogfe ar jeu kerkent hag an distro-skol. Pa vo berroc’h an devezioù da skouer ?
En holl zo bet kollet etre 6 000 ha 7 000€ gant ar gevredigrzh ha dreist-holl n’hallas ket mont kuit kirri-samm zo mintinioù zo. Hogen, familhoù a gont war ar Secours Pop’ evit debriñ !
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Kelenneg-ar-Mewan (44) : piv a laere eoul-maen ar Secours Populaire ?”
Ho brezhoneg e vé mad tré! Dahlet mad! Ha me zo a-du genoh én ho sonj…