Fuloret eo maer Plourhan e Bro-Oueloù : d’an 28 a viz gouere, 100 karavanenn ha muioc’h eget 300 den o deus en em staliet war tachenn vell-droad ar gumun ha tro-dro.
Ha padal e oa leun a dud bourk Plourc’han an deiz-se rak fest al labour douar « mod kozh » e oa. Met ne viras ket outo da derriñ ar porrastell ha da ziskar dorn-red ar stad. Dleout a reas aozerien ar fest paoueziñ abretoc’h
Diouzhtu-dak e c’houlennas ar maer sikour ar prefed evit skarzhañ anezho met gortoz a ra c’hoazh e vefe graet un dra bennak gantañ.
Crédit photo : DE
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine