E Plurien (Penteür) eo kozh-Doue iliz Sant-Pêr rak savet eo bet er bloaz 1000 ! Siwazh emañ e pirilh daoust dezhi bezañ rummet monumant istorel. Dav eo reneveziñ anezhi ar buanañ ar gwellañ. Ya met penaos ober evit ti-kêr Plurien. Re uhel ar frejoù evit an ti-kêr bihan ha muioc’h eget 98 000€ a zo rekis evit ober ul labour prop.
Galvet eo bet ar Fondation du Patrimoine gant an aotroù maer, Jean-Pierre Omnès, evit reiñ sikour an ti-kêr. Gant ar Fondation-mañ e c’hello an aotroù maer gervel an dud da reiñ o skodenn en un doare ofisiel. Un emglev a zo o paouez bezañ sinet. Fellout a ra da Jean–Pierre Omnès rastellaat 20 000€ e-giz se.
Evit gouzout hiroc’h : 02 96 72 17 23 (ti-kêr Plurien)
Illustration : GFreihalter/Wikipedia
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine