Eus Redon eo partiet an Tro Breizh al lun-mañ. Goude bezañ baleet treuz-didreuz dre douaroù Liger-Atlantel e erruo ar pardon e Naoned d’an 3 a viz eost. Kar ar bloaz-mañ e chomo an Tro Breizh e Liger-Atlantel nemetken ! Eus Faouell da Gregamp-ar-Feuteunioù hag eus Sulieg da Naoned o deus ar birc’hirined tro d’ober anaoudegezh gant braventezioù un departamant ken pouezhus evit an holl vretoned a ouenn vat !
D’an 3 a viz eost e erruo ar valeerien dirak iliz-veur Naoned. Alese e vo graet ur prosesion vras betek iliz Sant-Donasien-ha-Sant-Rogasien.
Crédit photo :
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine