Gwiler-Leon : treñk ar soubenn e Kerwall

Chuchumuchu ! Arabat lavarout ar pezh a c’hoarvez er mare-mañ e liorzhoù Kerwall e Gwiler-Leon, e-kichen Brest : treñk eo ar soubenn etre jardrinourien zo, ken e tleas an archerien c’hwezhañ o fri da reoù zo d’ar 24 a viz gouere. Tud yaouank ha kozh a oa dirak mont-tre al liorzhoù ha ne oant ket deuet evit profañ bleunioù d’o enebourien aze !

Abaoe bloaz emañ ar gevredigezh e karg eus al liorzhoù dindan bec’h. Klasket e vez faot gant ar prezidant Henri Anamoutou. Abalamour da betra ? Abalamour da emzalc’h reoù zo ha ne zoujont da reolenn ebet, da gemenn ebet. Skarzhet eo bet tud gant ar prezidant ha n’eo ket bet lonket an diviz-mañ ganto.

Tud a bep seurt hag a bep orin o deus un tamm douar bennak e Kerwall. Tud o tont eus Brest ha deus broioù pell. Hag e c’hell sevenadurioù ken disheñvel bevañ asambles ? E Kerwall, lod o deus kavet ar respont d’ar goulenn-mañ.

112 takad a zo e Kerwall. E 1983 eo bet prenet an douar m’emañ eo al liorzhoù-familh-mañ gant ar gumun. Tud eus karter Bellevue dreist-holl o deus ur parsell e Kerwall.

Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

BREST, E brezhoneg, Local

Gwiler-Leon : un implijad-kêr skoet gant un « den yaouank »

Découvrir l'article

BREST, Ensauvagement, Justice, Sociétal

Brest, « cour des Miracles » de l’ensauvagement

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky