D’ar 25 a viz gouere, tro teir eur mintin, e voe sonet ar c’hloc’h gant tud Pleurestud : tan a oa ‘ba kirri-tan e straedoù zo eus ar bourk. Ne oa ket ar c’hirri-tan-mañ kichen-ha-kichen se zo kaoz emañ sur ar boliserien eo bet lakaet tan eno gant hailhoned ha n’eo ket partiet an tan abalamour d’ur gudenn tredan bennak.
En holl zo bet kontet nav c’harr-tan pulluc’het !
Disadorn tremenet e oa bet lakaet tan en un hanter-kant bennak a otoioù en Il-ha-Gwilun dija, met e Egineg ar wech-mañ, e Bro Roazhon.
Marteze ez eus « yaouankizoù » troet sot gant ar glav o klask abuziñ o amzer ?
Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine