Addilennaet eo bet Yaël Braun-Pivet d’ar “c’hlud”. Hag hi eus ur strollad hag a zo erruet en trede plas er votadegoù kannaded ! Hervez kont, e vo anvet ur ministr-kentañ gant Emmanuel Macron a-liv gant prezidantez ar parlamant, da lavaret eo ur macronour…hag o deus kollet ar votadegoù !
Nemet ma teu a-benn Emmanuel Macron da skoulmañ un emglev hag a vodo ar PS, Ensemble hag an « LR eus an tu-kleiz » evel a c’houlenn Clément Baune, n’en do ket ar ministr-kentañ macronour tamm muiañ-niver ebet, ar pezh a dalv e vo diskaret a-benn an distro-skol gant an tu-kleiz pa vo anv da votiñ war ar budjed.
Belote ha rebelote ! Dleout a raio Macron itrikañ ha marc’hata evit sevel ur muiañ-niver en-dro, ken brall-divrall hag an hini kozh, anat.
E-keit-se ez a war-washaat kudennoù strukturel ar Frañs : muioc’h a estrañjourion o tont, ne vo ket lañset programoù meur evit ma vefe lojamantoù a-walc’h evit an holl rak pa vez bresk ar gouarnamant ne vez ket boulc’het chanterioù meur gantañ, paeañ ar c’hargidi hag ober war-dro an aferioù boutin ne lavaran ket. A-benn 2027 ne vo ket druz ar grampouezhenn evidomp-holl, ‘m eus aon !
Mont a raio an traoù e-giz se, kamm-digamm, betek 2027 hag ar votadegoù prezidant, ma vo diskoulmet an traoù… pe get !
Gant afer an tenn war ar prezidant Trump e voe lavaret adarre e oa trouz ar brezel diabarzh er Stadoù-Unanet. Met e Frañs, daoust hag eo gwelloc’h an traoù ? Ur vro rannet e daou, an islamo-gaochisted skoaz-ouzh-skoaz gant an islamisted, ar c’hêrioù a-enep ar maezioù, an uhelidi a-enep ar werin. Blaz ar brezel diabarzh a zo e Frañs ivez ‘m eus aon…
Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine