D’an 9 a viz gouere e oa lez-varn Sant-Nazer degouezhet er c’hard bed. Tud a oa barnet. Trafikourien. Met trafikourien ha n’o deus ket arc’hant awalc’h evit prenañ drogach, neuze e trafikont louzoù o efedoù hevredus.
D’an 13 a viz even 2023 e oa kouezhet un den diwar ur prenestr eus ar Paquebot, ar greizenn genwerzh e kreiz kêr Sant-Nazer. Lammet en doa dre ar prenestr rak bazailhet e oa er ranndi gant daou baotr. Dleout a rae dezho 200€ abalamour d’un trafik sigaretennoù. Met estreget aferioù sigaretennoù a oa etre an tri den-se. Trafikourien louzoù e oant : Lyrica, dreist-holl. E penn-kentañ eo al Lyrica louzoù a-enep an drouguhel met adkemeret eo bet gant tud trelatet evit kaout efedoù all. Un drogach eo deuet da vezañ ha tud zo a zo « adikt » gantañ. 2090 kapsulenn Lyrica a oa bet kavet gant ar boliserien e ranndioù an tri faotr, pep hini a veze gwerzhet 2€. « Drogach ar re baour » eo met drogach evit gwir.
Evel just an tri den a zo estranjourien o saviad melestradurel direizh, tud dibaper kae !
A-benn ar fin int bet kondaonet hag unan anezho en deus bet un OQTF. Met hag e vo skarzhet ?
Illustrations : Photo d’illustration
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine