En Hellfest, e Klison, ar bloaz-mañ e oa bet bountet meur a zen gant ul lorgen. Ur pezh-mell moñsad hag a blije dezhañ ober truch d’an dud, paotred pe merc’hed, ha laerañ diganto o doug-bilhedoù pe o fellgomzer.
Ha buan e voe an archerien o klask war e lerc’h. A-benn ar fin e voe serret gant arvesterien zo ha kaset d’an archerien. Krediñ a rae bezañ kreñv met gwarsed vat all a zo er gouel-mañ. 47 vloaz e oa. Arruet e oa eus Roumania ar sizhun tremenet. Evit ober ur « razzia » en Hellfest ? Hervezañ e oa « dindan boeson » ha ne oa ket dre e faot ar pezh zo c’hoarvezet.
N’eo ket bet kendrec’het ar varnerien gant e arguzennoù : Pemp mizvezh toull-bac’h !
Illustrations : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine