21 bloaz eo ar paourkaezh den yaouank-mañ. Met kredapl ne’z aio ket betek e 30 vloaz. Drammet eo, laer, feuls, kondaonet meur a wech dija. Pa voe embannet ar c’hastiz ar wech-mañ c’hoazh e huchas war ar barner, e kunujas anezhañ. « Elles sortent d’où vos peines, là ? » evel ma vefe er straed, en e ved dezhañ.
D’ar 24 a viz even e oa barnet evit meur a dra. E Gwenrann d’an 21 ha 22 a viz even e laeras ur marc’h-houarn, goude e voe gwelet o pourmen er straedoù gant un hir a gountell. Pa voe serret e oa dindan dramm ha kannab gantañ. Hag evel just e kunujennas an archerien deuet da serriñ anezhañ.
Hervezañ, an deiz-mañ « n’en doa ket kemeret e louzoù » rak brall-divrall e vez e benn.
Met dirak ar barner e fell dezhañ bezañ ur « reuzied ». Goulenn a ra e vefe paeet al leti dezhañ memes.
A-benn ar fin eo bet kondaonet da c’hwec’h mizvezh a doull-bac’h.
Illustrations : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine