Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Toullbac’h Brest : an dramm kaset dre zron

Ar c’hiz nevez eo : Kas objedoù, boued pe dramm d’an toullbac’hidi dre zron, war-eeun en o c’hell. A-wechoù e vez paeet dronourien evit hen ober. Met peurvuiañ e vez prenet dronoù gant mignoned an toullbac’hidi.

D’al lun 17 a viz even gant ar BAC e voe tapet pevar den yaouank o c’hoari gant un dron war parkva ar stal But e Kergaradeg e Brest. O pleustriñ e oant. Klask a raent deskiñ penaos ober gant un dron evit kas 224gr a ganab d’ur mignon dezho kraouiet e toull-bac’h Brest. Etre 17 ha 22 vloaz e oa ar pevar den ha 37 vloaz e oa o c’homper toullbac’het. Siwazh dezho ne oant ket dornet mat hag o riboul a zo bet remerket gant ar boliserien.

E-barzh o fellgomzerioù, er gêr hag e-barzh kellig an den e voe kavet dramm, arc’hant ha fotoioù sklaer diwar-benn ar pezh a oa raktreset gant ar strollad.

A-benn ar fin e chomo ar prizoniad war yun hag ar pevar den a vo kaset dirak lez-varn Brest.

Crédit photo : DR (photo d’illustration)

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky