Tri den a vo war ar renk e anv Mossa Palatina en dilennadegoù kannaded a zeu. Peder fastell-vro a zo e Korsika hag er pevare hini ez aio war ar renk un den eus Forza Nova, Jean-Antoine Giacomi, un emrenour-souverenour hag a oa en RN a-raok ma trofe jakobinour ar strollad parizian.
Fellout a ra da strollad Nicolas Battini reiñ lamm da Jean-Félix Acquaviva (Femu a Corsica) en 2vet pastell-vro, « ur c’hleizour tost da vMélenchon hag ur wokour eo Acquaviva » hervez Nicolas Battini. Ur wokour marteze met ur wokour hag en deus feministed o klask kastrilhez outañ war ar rouedadoù sokial.
E korseg penn-da-benn eo bet kinniget al listenn d’ar gazetennerien d’an 13 a viz even gant Mossa Palatina.
Crédit photo :
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine