Cheñchet o deus Gwenranniz ! E ti un Aljerian eus Gwenrann e voe kavet dramm gant an archerien. Kanab, Kokain, ur valañs, binviji an trafikour na petra ‘ta ! Hag ouzhpenn-se e oa bet lavaret e anv d’an archerien gant un den eus Sant-Lefer, e Briver : Gwerzhet en doa an Aljerian dramm dezhañ « meur a wezh ».
Abaoe 2022 e oa dindan OQTF rak kondaonet e oa bet dija. Met ne vire ket outañ da vont da wel medisinourien (peogwir eo sujet d’ar butun-droll), ur psikologour, … Penaos e c’hell tud klasket gant ar polis bezañ kemeret e karg gant servijoù publik mod-se hep bezañ serret ?
A-benn ar fin eo kondaonet da zaou vloavezh toull-bac’h evit trafikañ dramm. Ne vo ket skarzhet eus Bro-C’hall avat rak e vugel a vo ganet a-benn c’hwec’h miz. Hag, abalamour da se, n’hall ket bezañ skarzhet ken ! Wallah !
Crédit photo :
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine