Kozh-Doue an holl gumunioù eus Breizh a soñjit-c’hwi ? N’eo ket. Lannarstêr a zo bet savet e 1909 diwar ul lodenn eus Kaodan ha Trigneg e 1914 diwar ul lodenn eus Mouster-al-Loc’h da skouer. Met se zo kumunioù tost eus kêrioù bras ha n’eo ket kumunioù diwar ar maez. Evit a sell ouzh Maez-Geraod, e su Dinan, n’eo ket memes kont. Savet eo bet ar gumun a labourerien douar-mañ d’ar 6 a viz ebrel 1934 dre rannañ Evran. Kumun c’henidik François Pinault eo Maez-Geraod.
D’an 8 a viz even e vo lidet 90 vloaz Maez-Geraod er bourk. Ne ouier ket perak met kregiñ ar raio ar fest gant un abadenn vrezilian ! An arzourez Mariana Caetano he deus labouret e-pad ar bloaz gant bugale ar skol bublik hag un abadenn a zo bet savet diwar al labour-mañ. Kinniget e vo d’an dud evit an deiz-ha-bloaz, gant ur sonadeg batucada da heul.
Gant ur grafour e vo treset ur freskenn diwar-benn istor ar gumun ivez. War moger jardrin ar skol e vo graet an oberenn. Gant ma ‘ vo ket re mod « 9-3 » !
Eüruzamant e vo klevet ha gwelet tonioù ha dañsoù Breizh ivez gant ur sonadeg en iliz hag un abadenn dañs kaset gant ar c’helc’h keltieg « Daoudour ».
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine