Abaoe mizioù emañ Koun Breizh o kabaliñ evit ma vefe gwarezet anvioù ar c’hêriadennoù brezhonek. Fellout a ra d’ar gevredigezh mont betek an UNESCO zoken rak goulenn a ra ar post e vefe cheñchet an anvioù-se ha roet anvioù divlaz da forzh peseurt hentig-karr.
A-raok New-York e vo Yvon Ollivier, prezidant Koun Breizh, hag e re e Paris, er vodadenn vroadel d’an 11 a viz even evit un emvod kelaouiñ war al lec’hanvadurezh e Breizh. Soutenet eo ar gevredigezh gant Alan Stivell hag ar skrivagner Yann Queffelec.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine