Serret eo bet an den diskred warnañ da vezañ lakaet tan er gêriadenn galian eus Pleuveur-Bodoù. Dre deir gwech e oa bet pulluc’het ar park diduañs-mañ ar sizhunioù tremenet.
Sikour a ra ar gêriadenn galian ur gêriadenn e Bro-Togo, en Afrika. Un « gevredigezh dengar » eo en ur mod.
Biskoazh n’eus ket bet anv eus ar gêriadenn galian-se er metoù identiter. Pep hini a ra ar pezh en deus c’hoant, ma fell da izili ar Gêriadenn Galian ober vad e Togo gwell a se evit Togoiz !
Ha padal, abaoe an tann-gwall kentañ, e oa tud oc’h hunvreal e vefe « an tu-dehou pellañ » o rodal diouzh an noz e Pleuveur-Bodoù gant bidonioù esañs. War ar rouedadoù sokial da skouer e oa foar ar faltazioù ! Lod a oa sur da welet « dorn an tu-dehou pellañ » en afer-mañ, lod all e oare zoken e oa bet « urzhiet an tan-gwallioù gant an RN ». Gant Jordan Bardella war-eeun emichañs !
A-benn ar fin n’eo ket dorn an tu-dehou pellañ a zo bet gwelet met dorn an archerien a zo bet lakaet war ur seurt marjino o vevañ er c’hoadoù. Chaoket en doa e vañjañs da vezañ skarzhet eus ar park ha c’hoant en doa « lakaat tan e pep lec’h ». Daoust hag emañ hemañ en e skiant-vat ? Se zo un afer all.
Ur wech ouzhpenn zo bet torret fantasmoù an tu-kleiz. Atav o gougouilhañ ar memes sorc’hennoù diwar-benn an « tu-dehou pellañ feuls » tra ma vez gwelet splann gant tout an dud deus pelec’h e teu ar feulster hag ar felliezh. Gant peseurt doare tud e vez taget an dud onest er straedoù. Hag eus peseurt tu e teu ar « feulster politikel » ! An tu-kleiz pellañ eo a zo feuls, a dag o enneberien, a lak tan e tiez ar batrioted ha n’eo ket an tu-dehou pellañ ez eo.
N’eus ket pell zo e oa bet graet trouz gant LFI peogwir e krede e oa bet pulluc’het ti un emsaverez LFI anavezet mat en he bro gant « faskourion ». Jean-Luc Mélenchon a oa deuet da weladenniñ anezhi memes. Ur vanifestadeg a oa bet aozet. A-benn ar fin zo bet serret ur vaouez a 73 vloaz hag he defe lakaet tan en ti diwar abegoù prevez. Netra da wel gant ar politikerezh !
Ur wech ouzhpenn…
Ar pezh n’o deus ket komprenet emsaverien eus an tu-kleiz pellañ : ne vo ket ezhomm en em gemer outo evit an tu-dehou pellañ rak graet e vo al labour gant o mignoned islamour ! Evel en Iran dindan Khomeini !
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine