Goude repuidi ar C’hada, setu termajied an dachenn mell-droad ! Goulennet e oa bet gant is-prefed Sant-Nazer gant an dermajied e soñj da zont e Liger-Atlantel da c’hortoz un tammig peogwir e oa leun an tachennoù er mare-mañ. N’eo ket bet asantet ganto ha bremañ ez eus strolladoù o klask lec’hioù e pep lec’h evit en em staliañ. Leun eo al leurioù tremen bras ha lod a zo fankek gant ar glav.
D’al lun 3 a viz even, tro kreisteiz, etre 150 ha 200 karavanenn o deus en em staliet war tachenn mell-droad Sant-Brewen. Graet ez eus bet un toull er grilhaj ha dao ! Un dilenniadez hag a glaskas mirout ouzh an dermajied da vont tre a zo bet bountet ganto zoken !
Lañset ez eus bet un argerezh evit skarzhañ anezho gant an ti-kêr ha savet klemm.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Sant-Brewen (Bro-Raez) : 200 karavanenn war ar stad !”
Ce site est devenu… »divlas » depuis que le surdoué Yann m’aostracisé alors je fais appel aux amis surtout les flics qui savent plein de choses!