Penaos lavaret « fumis » e brezhoneg ? Fumied ? Bizhier moged ? « Moged' » a vez klevet muioc’h-mui e tribunelloù Brest war genoù ar suporterien eus ar strolladig bihan savet el « lise » neuze lavaromp mod-se !
Er stadoù ligue 1 e vez diaesoc’h-diaesañ lakaat mogedoù da darzhañ. Kastizet e vez ar c’hluboù gant ar C’hevre ha gwask a vez lakaet war ar strolladoù suporterien a glask degas plijadur er stadoù.
Ya met un tamm normal eo peogwir e c’hellfe tud zo bezañ direnket gant moged ar « mogedoù ».
Met e stadoù ar mell-droad amatour, n’eo ket memes mod ez eo. Peurvuiañ n’eus tamm tribunell ebet hag ez a kuit buan ar moged gant an avel.
Ha padal e vez lakaet gwask war ar strolladoù suportourien pa vez straket mogedoù. Er Vignoble Naoned setu ar pezh a zo c’hoarvezet meur a wech e fin ar bloaz-mañ da skouer. Strolladigoù ultra a zo bet savet e kumunioù zo evit harpañ klubig-mañ-klubig ha klasket o deus degas un tamm liv er stadoù dre strakañ mogedoù. Fazi o deus graet ! Kastizet eo bet o c’hlub gant an distrikt. Setu penaos eo bet kastizet klub Henwinieg abalamour d’ar mogedoù straket gant ar « Green Boys », ur strollad ultra, da skouer. 600€ a ranko paeañ ar c’hlub evit nav moged !
D’an 19 a viz mae, kluboù all eus ar Vignoble (Yestinieg, Emglev ar Vignoble, ….) o deus bet rentaoù-kont gant an dredeoged abalamour d’ar mogedoù straket war bord an dachenn. Arabat ober ganto dindan boan a dell-gastiz. Gwasoc’h zo, suporterien zo a zo bet skarzhet eus o stad evit 3 pe 4 match !
Ha fellout a ra d’ar C’hevre lazhañ ar c’hluboù suporterien a zo o vezañ savet un tamm e pep lec’h evit buheziñ ar matchoù amatour ? Ha fellout a ra d’ar C’hevre e vefe tud kozh mut nemetken war bord an tachennoù bep sul ? Trawalc’h gant ar voustrerezh !
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine