Noaz, feuls, kaoc’h warnañ, dindan dramm : un Marokan sot da stagañ e komiserdi Sant-Nazer

Dont a ra Bro-C’hall ha Breizh da vezañ un azil evit ar bed a-bezh. E Sant-Nazer d’ar 24 a viz mae, e-kichen ar Ruban Bleu, zo bet spontet un den o welet ur marokan en e garr-tan. Kollet e skiant vat gantañ. Setu degouezhet ar bomperien met n’int ket degemeret mat gant ar paotr. Kunujenniñ a ra anezho ha stufañ a ra warno. Aon en deus rak ar bomperien rak krediñ eo ez eo « begoù du o klask tagañ anezhañ ». Pignat a ra war toenn e garr-tan, en em ziwiskañ a ra, kemer a ra ur fourchetezenn en ur boubelenn hag eñ a grog d’en em regiñ ar c’horf.

Dav eo pellgomz d’ar boliserien. Er c’homiserdi n’eo ket sevenoc’h ar Marokan. Kunujenniñ a ra ar boliserien par ma c’hell. Ha n’eus ket c’hoant bezañ gweladennet gant ur medisinour.

Antronoz emañ e vreutaer gantañ. A-daol-trumm ez a d’un nor gwerenennet. Ar penn en a-raok. E-unan ! Dao ! Tarzhañ a ra an nor abalamour d’an taol : gwer ha gwad e pep lec’h, e vreutaer en deus tammoù gwer warnañ. Lakaat a ra e « wir d’en em dennañ » da dalvezout. Ha kuit ! Dav eo kavout ur vreutaer all evit ar boliserien…

Kaset eo d’an Trummadoù ma vez adwriet, un dek bennak a poentoù memestra. Hervez ar glañdiour psikatrek, n’eo ket sot, n’eus ket ezhomm kas anezhañ da di ar re sot. Hag eñ kaset d’ar c’homiserdi en-dro.

Ya met er c’homiserdi, ne fell ket dezhañ mont d’ar privezioù. Kac’hat a ra warnañ ha kemer a ra ar c’haoc’h evit en em goloiñ gantañ. Kaoc’h e pep lec’h, betek war e boentoù nevez gwriet !

Dindan crack ha louzoù eo ha kollet en deus e skiant vat.

Evel just eo un estrañjour dibaper ha n’eo oar ket galleg, ur jubennour a oa gantañ er c’homiserdi hag el lez-varn. Fellout a ra dezhañ lakaat e vugale da zont e Bro C’hall un deiz bennak, « inch Allah ! »

A-benn ar fin eo bet kondaonet d’ar 27 a viz mae da c’hwec’h mizvezh toull-bac’h mui 10 vloaz er-maez eus Bro-Frañs evit prederiañ war e emzalc’h.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Bro Raez : unnek vloaz goude, eizh den kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, Loudéac

Tremorel (22) : ur film « enbroerezhus » bannet er gumun

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : kirri-tan pulluc’het, tud er ranndi, fuzuilhadeg er straedoù…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : Ar maer David Samzun a adlavar e souten SOS Méditerranée

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société, ST-NAZAIRE

Naoned ha Sant-Nazer : ar boliserien a-enep an trafikañ dramm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Ar gevredigezh kleizour « La Fraternité » e Sant-Nazer laeret evit an 8vet gwech abaoe miz gouere !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Andrev-an-Doureier (44) : ur burev-butun laeret, un Aljerian kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

E kreiz Sant-Nazer, ur gwaz a oa bet kontellet gant e eks-vignonez, homañ zo kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : toull-bac’het e miz eost evit bezañ kemeret perzh en ur afer grevus e c’houlenn bezañ leusket da vont

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : 14vet taol polis en Trebal abaoe miz gouere a-enep an dramm, un trafikour parizian serret

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky