Abaoe ar meurzh 21 a viz mae ez eus 150 karavanenn war parkva ar C’harbonnières, ar « Charbo » e Ankiniz. Da lavaret eo etre ar poull-neuial hag ar stad Davarays, ar sal basket, …
Ha perak o deus en em staliet termajied amañ tra ma’z eus ul lec’h bras-divent evit o degemer e Ankiniz ? Abalamour d’ar glav ez eo. Un tolpadeg avielour a zo e-pad div sizhunvezh en dachenn-mañ ha kavet o deus familhoù zo e oa re a fank enni !
Ya met n’o deus ket dibabet un distro evit en em staliañ ? Ar « Charbo » a zo e kreiz pep tra e Ankiniz : stalioù, lec’hioù sevenadurel, … Abalamour d’ar c’haravanennoù eo bet dilec’hiet saloñs al levrioù « Les Affluents » an dibenn-sizhun-mañ da skouer. A-benn ar fin e vo aozet e c’hoariva « Quartier Libre ». Ar festival hip-hop a zo bet kaset er Bois Jauni ha n’eo ket e C’hoariva Verdure ivez. Hag ar c’hross triathon, ur galoupadeg, a zo bet nullet.
Daoust da gement-mañ ne fell ket d’an dermajied mont kuit. Ha dibosubl evit ar maer da rediañ anezho da zilojañ.
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine