Lizher digor da skipailh ar Redadeg

Nac’het eo bet arc’hant Breizh Info gant skipailh ar Redadeg (displeget eo an afer amañ). P’em boa gouvezet se e oan bet spontet, fachet. E peseurt bed emañ o vevañ ar re o deus kemeret an disentez-mañ ? Petra a vez rebechet da vBreizh-Info a-benn ar fin : da vezañ « faskour », « eus an tu-dehou pellañ ». Perak ? Bannielloù nazi a zo e ti Yann Vallerie d’ho soñj ? Poltredoù Pétain a zo war hor skrammoù ? Tamm ‘bet ! Breizh-Info a gav abeg er bolitikerezh a enbroerezh hag er « follentez sosietal » a zo o vreinañ ar gevredigezh a-vremañ (ha dreist-holl ar re yaouank). Setu tout. Setu hor pec’hed lous, hor pec’hed mezhus evit skipailh pe evit ul lodenn eus skipailh ar Redadeg.

Met un dra n’en deus ket komprenet Fulup Kere (rak hennezh eo en deus respontet deomp) : n’eur ket mui er bloavezhioù 90. Echu eo gant an enep-faskourachoù berr o spered. Bremañ emañ an RN en tu-all da 30% er sondadegoù. Ha n’eo ket penn-touzet pe soudarded kozh, manier Adjudant Kronenbourg a voto evitañ e miz even nemetken. Tud a bep seurt, labourerien da gentañ holl (45% eus al labourerien a vot evit an RN) ne lavaran ket. ‘Fin, tud munut hag a oa techet da votañ evit an tu-kleiz gwechall. Met bremañ e vez kentoc’h an tu-kleiz intereset gant an LGBT+ hag an enbroidi ha n’eo ket mui labourerien ar vro, n’eo ket mui ar werin. Rak ar werin a zo « lous he fulor » ha « lous he aon ». Ha, dreist-holl, n’he deus ket droad « gwelet ar pezh a wel ».

30-32%… ha soñjal a ra skipailh ar Redadeg n’eus ket nemet enep-faskourien hag a redo war-lerc’h samorell ar Redadeg ? Un drederenn eus an dud e Bro-Frañs a voto evit (ar jakobin) Bardella, mui 5-6% evit Marion Maréchal met e dibunadeg ar Redadeg ne vo hini ebet. Afi ! N’eo ket distag bed ar brezhoneg diouzh peurrest ar gevredigezh ‘m eus aon. War-bouez ar « bedig » hag a zo o vevañ en ur bed-all. Ha Fulup Kere a zo e-barzh penn-da-benn.

Bemdez e vez embannet ur pennad e brezhoneg war Breizh-Info. Gwechoù zo daou pe dri. Al lec’hienn gelaouiñ nemeti eo a ra kement evit hor yezh. Ha miliadoù a lennerien a zeu bemdez da lenn hor pennadoù e brezhoneg. Ha koulskoude zo bet roet arc’hant da Redadeg da lec’hiennoù all hag a zo marv bremañ. Dispak da skouer. 12 000€ a zo bet roet d’al lec’hienn-mañ gant ar Redadeg e 2022. Pa’z aer war Dispak e weler eo bet embannet ar pennad diwezhañ e… 2023. « Avel ar benelouriezh o treiñ war Karaez » e anv. Evel ur skouer eus ar gudenn, Eus kudenn an Emsav a-vremañ : ar gaochism, ar wokism.

Breizh-Info, eus e du, n’en deus goulennet netra gant ar Redadeg. Er c’hontrol, roet hon eus arc’hant. Ha setu penaos omp bet degemeret…

Daoust hag ez eus mignoned Breizh-Info o redek er mare-mañ evit ar Redadeg ? Ya evel just. Ha betek e skipailh ar Redadeg hon eus lennerien ha proferien. Marteze ez eus tud hag a skriv pennadoù e Breizh-Info ivez, kit da c’houzout ?

Cheñchet en deus kalz bed ar brezhoneg. Breinet eo bet gant ar gaochism met, war un dro, ez eus tud ha n’int ket gaochisted anezho. Ha muioc’h-mui zoken. Er skolioù Diwan. E-barzh an AEPoù, e-barzh ar c’hevredigezhioù. Tud hag a zo eus an tu-kleiz memes, rak gallout a reer bezañ eus an tu-kleiz ha kavout abeg d’an enbroerezh ha d’an LGBTachoù eus an tu-pellañ. Skuizh eo muioc’h-mui a dud gant « strategiezh Terre Nova » hag e wellont mat pelec’h ez a an tu-kleiz gant se.

E Breizh-Info e soñjomp e vefe gwelloc’h leuskel digor d’an holl bed ar brezhoneg. Digor d’ar gaochisted ha d’ar re n’int ket. Digor d’an holl vennozhioù, kuit da dreiñ sektenn. Rak deuet eo da vezañ ur sektenn gaochist e meur a zoare.

N’eo ket mod-se e soñj skipailh ar Redadeg (ul lodenn eus ar skipailh diouzh ar pezh a ouaromp), tampir evitañ !

Ni a gendalc’h gant hon hent : kelaouiñ ar Vretoned en o yezh eus ar pezh a sell ouzh ar Vretoned. Gant ur spered digor. Evit ma vevo ar brezhoneg dav eo « dibolitizañ » ar yezh. Bezañ a-enep ar jakobinerezh evel just met arabat leuskel ur chapel bennak lakaat e grabanoù war ar brezhoneg, ha pe vefe eus an tu-kleiz pe eus an tu-dehou. D’an holl Vretoned eo ar brezhoneg ha n’eo ket d’an tu-kleiz pellañ wokist nemetken.

Savit ho mouezh a-enep diviz skipailh ar Redadeg ! Savit ho mouezh e-enep gaochisted an Emsav ! Lennerien, kemerit perzh muioc’h-mui er c’hevredigezhioù evit ar brezhoneg ha digoret ho peg. Yezh an holl Vretoned eo ar brezhoneg !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

4 réponses à “Lizher digor da skipailh ar Redadeg”

  1. Goulc'han dit :

    A-du krenn gant ho lizher, ha dreist-holl gant al lodenn e-kreiz :

    « Bemdez e vez embannet ur pennad e brezhoneg war Breizh-Info. Gwechoù zo daou pe dri. Al lec’hienn gelaouiñ nemeti eo a ra kement evit hor yezh. »

    Spontet on gant an dra-se. Hiziv an deiz, evit kavout pennadoù pemdeziek e brezhoneg n’eus ken nemet Breizh Info, hag e-barzh bedig bed ar brezhoneg e reomp van ne rafe « ar faskourien » netra evit ar yezh daoust m’eo deuet da vezañ Breizh Info al lec’hienn internet pennañ e brezhoneg, hep an dister a arc’hant publik.

    Gourc’hemennoù !

  2. taliesin dit :

    Daet eo brav genoc’h ha gwir eo eman ret da kement hani a zo arru poazh get ar c’hleizaj digor e veg. Tamm kentel ebet n’hellan ket gober d’ar re arall : ne ran ket trawalc’h naket. Gwall vall lakaat bec’h !

  3. NEVEU dit :

    Pour une fois (evit eur vech emaon o vond da respont e galleg)(emaon=bro Vigouden evel just!)…est-ce la peine de répondre à ces CONS! Des raclures de gôche bobo-woke…des néo-bretons capables de corriger des textes de vieux auteurs bretons…Yeun ar Gow, Youen Drezen, Pipi Gonto ha leiz a lod all…des braves gens qui s’exprimaient mal en breton selon Ofis ar Brezhoneg!!! Mort de rire! N’eo ket dav da lavar traou all!

  4. NEDJAR HOCINE dit :

    Nanterre(92). Ar Sul 26 a viz Mai 2024.
    Gwir eo ar pez ho peus scrivet diwar-benn ar brezoneg var ar léc’hiennoù internet ! Aez eo lenn ho articloù e brezoneg. Dreist e vez caset pep wech en hon boestoù email an articloù e brezoneg gand ar re scrivet e galleg.
    Lenn a ran an articloù e brezoneg daoust e vez comzet re galz, d’am meno, diwar-benn  » An Algérianed laerien » deus Brest ha Rouazhon !
    Hogen,  » Breizh-Info » a zo deuet eul lec’hienn keleier pouezus a-wallac’h. Breman an oll dud a oar an ano-se !Neuzé, ne gredan ked e vezit autreet prena kilommetroù digant Ar Redadeg peogwir e vije graet deoh eur vrudez vad evid eun neubeut gweneoù !

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, LORIENT, Société

Plañvour/Gwidel : petra c’hoarvez get ar Jipsianed ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Sociétal, Société

TER BreizhGo : ar c’hemenadennoù e brezhoneg hag e gallaoueg hiviziken !

Découvrir l'article

Agriculture, E brezhoneg, FOUGERES, Local

Il-ha-Gwilun : an FDSEA a nac’ho ar c’hontrolloù hiviziken

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, LANNION, Local, Patrimoine

Landreger (Bro Dreger) : ur skol Diwan a-benn an distro-skol !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Sociétal, Société

Ar bleiz en e slip : ul levr nevez evit ar vugale e brezhoneg met…

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, LANNION, Local

Perroz (Bro Dreger) : a-benn ar fin e vo savet ur greizenn Pierre & Vacances er C’henkiz !

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Immigration, Local

Ar Releg-Kerhuon (29) : Dindan OQTF, dindan boeson met o tagañ an dud gant kontilli !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Petra ? Petra ? An dilennidi eus ar C’huzul departamant 35 o deus manifestet ? [L’Agora]

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine

Un delwennig en enor da Vartial Ménard o vezañ kizellet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Ar Menez (44) : 61 Rrom e-kichen an dachenn vell-droad, petra ober gante ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky