E Pembo (3000 anneziad), ur porzh war al Liger, an holl dud a ouare e veze trafiket dramm gant ur strollad Maghrebiz tro-dro d’ur bouloñjerezh e kêr. Met an drafikerien a grede bezañ disoursi ha trankil. E-keit se e oa an archerien o labourat didrouz…
A-benn ar fin int bet holl serret e miz even 2023. Seizh den, eus 25 da 55 bloaz, mui ur vaouez hag a vo barnet diwezatoc’h. Lod a oa en toull-bac’h evit aferioù all pa’z int bet galvet gant lez-varn Sant-Nazer d’an 13 a viz mae evit an afer-mañ.
« Tonton » a zo unan anezho. Baraer e oa e Pembo ha butuner butun droll ! Kavet en doa mignoned nevez, paotred eus ar Mahgreb. Dindan OQTF evit lod anezho evel-just. Hag ar re-se a gemere alies kamping-kar ha karr-tan Tonton evit « mont da bourmen », etre Pembo ha Sant-Nazer pe pelloc’h. Ganto e veze gwerzhet kokain ha kanap e Penbo ha tro-dro evel just. Ha gouzout a rae Tonton tout-se ? Ya.. ha n’eo ket, un tamm hegridik eo hemañ. Gerioù kuzh a veze implijet dre bellgomz met n’eo ket sot an archerien. Ha « profil » an Nazeriz a oa sklaer-kenañ. Biojoù bouloñjerezh Tonton, straed Pitre Chevalier e Penbo, e oa deuet da vezañ ur seurt « tachenn prevez » evit an trafikerien hag o fratikoù. Kêr dramm ! N’eo ket bara a veze gwerzhet ar muiañ, drogach ne lavaran ket. An arc’hant a veze kaset d’ar bled dre ar sistem Hawaya.
A-benn ar fin eo bet kondaonet ar seizh trafikour da gastizoù skañv : etre daou vloavezh ha pevar bloavezh toull-bac’h. Mui OQTFoù nevez met daoust hag e vint lakaet e pleustr ar wech-mañ ? N’eo ket sur eo !
E Pembo e kendalc’h ar reuz, avat : ur strollad tud yaouank, lod anezho estrañjourion, a laer traoù, a dag an dud o pourmen hag a ginnig ar biz ouzh forzh pe hini a glask laou outo. Ur spont !
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Pembo (44) : « Tonton » ha Maghrebiz kondaonet evit trafikañ dramm”
Hag en un tro lakaet er-maez gant ar barner (juj) biskoaz kemend-all n’eo ket possubl !z