Hag eo deuet an enepyuzevegezh da vezañ diouzh ar c’hiz en Emsav ?

E Breizh, kaer eo gouzout eo kentoc’h eus an tu-kleiz an Emsav. Tu-kleiz pellañ memes. War-se e vez cheñch-dicheñch mennozhioù ar fideled. Cheñch a reont diouzh an avelioù nevez o tont eus Paris. Rak an Emsav a zeu d’an avel. Atav ! A-zivout ar yuzevion da skouer. En Emsav, goude afer An Here, Roparz Hemon hag all, e penn kentañ ar bloavezhioù 2000, e oa diouzh ar c’hiz da vezañ mab pe merc’h vihan un tad-kozh rezistant da skouer. Pe da gaout ur eontr-kozh paotr ar strouezh, pe amezeg ar eontr, pe kenderv ar baraer a roe bep mintin e dorzh vara da vreur-kaer ar vamm-gozh. En em gavout a rae pep hini ur rezistant en e lignaj. Ur sport broadel e oa deuet da vezañ. Ret e oa bezañ fidel da Roparz Hemon met, war un dro, bezañ bet « rezistant » dre hantererezh un tad-kozh bennak. Hag evel just e oa gwelloc’h c’hoazh da gaout ur rezistant HAG ur yuzev en e familh. Un tad kozh yuzev e oa 1000 poent ouzhpenn ! M’en doa roet tintin Job an eur d’ur yuzev bennak e 1942 e ti-gar Gwengamp e oa 500 poent.

D’ar mare-se e oa yen pe yenoc’h an Emsav war stourm ar balestinianed. Dav e oa bezañ evit ar stad palestinian evel just met arabat manifestiñ gant « forzh piv » da reklem ar stad-se. D’ar mare-se ne felle ket da bennoù bras zo eus an tu-kleiz emrenour mont da vanifestiñ gant suportourien an Hamas. « Hopala, paotr o barvioù hir a zo er c’homite-mañ, tud ha n’int ket sklaer war an enepyuzevegezh, arabat frikotañ ganto ! » a veze klevet d’ar mare-se en Emsav.

Bremañ eo ar memes re hag a red da vanifestiñ skoazh-ouzh-skoazh gant an islamisted eus an tu-pellañ. Tud hag a « like » pajennoù suportourion an Hamas. Ar memes-re a zo deuet da vezañ enep-yuzev penn-da-benn peogwir eo doxa nevez an tu-kleiz gall. Un doxa euzus ! Bremañ eo diouzh ar c’hiz en Emsav da vezañ bammet dirak an LGBTachoù met, war un dro, da vezañ ur « glep talvoudek » eus an islam. Rak aes eo lakaat an daou vennozh-se da genveviñ en Emsav a-benn ar fin : paotred ha merc’hed an douar melen a zo en Emsav met… n’eus ket a arabed pe tud du ! Ar « queers » mod BZH a c’hell bezañ a-du gant ar Palestine, ne anavezont tamm Palestinian ebet, dreist-holl ar re eus Gaza. Ur seurt karantez « teorikel » eo tra ken. Pa vo komprenet o fazi gant an LGBT e vo re ziwezhat ‘m eus aon. Poent e oa dezho deskiñ nijal.

Ya met penaos o do troet gwiblennoù an Emsav d’ar mare-se ? Ma chom an Emsav strobinellet gant an tu-kleiz ez aio betek fiñfoñs ar foz gantañ.Kar evit a sell ouzh an enepyuzevegezh evel evit a sell ouzh kalz traoù all, emañ an tu-kleiz en ul lagenn a bec’hedoù a seurt n’hallo ket en em dennañ deus outi ken. Re foñs eo erruet. En Danemark, e Bro-Alamagn e c’hello un tu-kleiz poblek ha renevesaet, bleuniañ en-dro, e Bro-Frañs n’eus ket moaien. Aet eo re bell war meur a sujed.

Hag e Breizh mut-hu ?

E Breizh, ar pezh a c’heller lavarout dija: tra ma n’en deus ket cheñchet tu ma c’hwezh avel an tu-kleiz gall ne cheñcho ket tu an Emsav breizhad.

Rak, evit an Emsav e vez atav reter an avel !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Immigration, Local, Loudéac

Tremorel (22) : ur film « enbroerezhus » bannet er gumun

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Korsika : Ghjurnate di Corti, piv a gomzo evit Breizh ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Arabat komz eus an IVG !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Plantu, arouez dispriz an tu-kleiz war ar vicherourien

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, MORLAIX, Politique

Manifestadeg eus Montroulez evit al lojeiz : tri o tañsal ha pevar o son’

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, QUIMPER

Kemper : un tunizian kondaonet evit bezañ skoet gant un den peogwir e oa yuzev

Découvrir l'article

E brezhoneg, Tribune libre

Bed ar brezhoneg é treiñ kein da Vreizh-Izel [L’Agora]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

An Emsav oc’h en em zrailhañ war twitter diwar-benn poan a varv

Découvrir l'article

E brezhoneg, Tribune libre

Enbroerezh : d’ar re o deus komprenet e-barzh an Emsav… [l’Agora]

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky