Kabidant ! Gallout a raio ar gaochisted fouzañ, lonkañ ha butuniñ butun droll forzh pegement war zigarez « difenn ar Palestin » : Ur c’hamping dispac’hel a zo bet staliet dilun paseet war kampus Beaulieu e Roazhon gant an FSE (Kevread Sindikel ar Studierien). Evit stourm ouzh Tsahal e skriv ar studierien kemenadennoù war al leur. Pebezh kouraj !
Les étudiant-e-s mobilisé-e-s dessinent des messages symboliques à la craie devant la BU du campus de Beaulieu !💥 pic.twitter.com/CNdC2kIyPZ
— FSE Rennes (@FSE_Rennes) May 13, 2024
— FSE Rennes (@FSE_Rennes) May 13, 2024
Un dek bennak a grennarded kozh o deus savet teltennoù. Goulenn a reont e vefe torret an emglev etre Thales ha Skol-Veur Roazhon. D’al lun mintin eo deuet ur c’harrad a boliserien, evit gwiriekaat ha n’en em c’hloazent ket o-unan o plantañ ar piketoù moarvat, ar pezh a nec’has ar studierien. Ha koulskoude e chomjont pell eus ar sirk. Mont a rejont kuit buan.
Gant ma ne vo ket taget ar c’hamping gant « chañsoù evit Breizh » o rodal a-wechoù er c’harter-mañ…
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine