Paolieg (56) : div glas divyezhek brezhoneg-galleg er skol bublik a-benn an distro-skol !

Ne oa ket aes an traoù e skol bublik Paolieg (Peilla e gallaoueg) evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg. Un hanter-bost divyezhek a oa lammet gant ar rektorelezh e 2023-2024 ha fuloret e oa tud ar vugale. Er c’hlas divyezhek eo e oa ar muiañ a vugale ouzhpenn-se ! Savet o deus o mouezh kerent Paolieg ha deuet int a-benn eus o zaol : adlakaet e vo an hanter-bost a vanke ar bloaz a zeu ! Mod-se e c’hello kenderc’hel hentenn divyezhek ar skol da greskiñ.

E Redon e vo digoret ur 6vet divyezhek e skolaj Beaumont evit bugale ar skolioù divyezhek eus Bro Redon.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

8 réponses à “Paolieg (56) : div glas divyezhek brezhoneg-galleg er skol bublik a-benn an distro-skol !”

  1. Yann ar Britofon dit :

    Gant piv e komzo ar « vrezhonegerien » yaouank-se er-maez eus ar skol ?

  2. T. Gwilhmod dit :

    Gant piv ? Evel e Breizh izel eo diaes-mat hiviziken kaout tro da vont en hor yezh ouzh forzh piv pa n’e anavezer ket. Ur yezh a vez graet ganti gant tud a anavezer eo ar brezhoneg. A hent all perak ober anv eus « Peilla » paz eo anavezetoc’h kalz an anv gallek Peillac ? Gouzout a reer e kustum teodyezh a wechall Breizh uhel dioueriñ ar c hag eilpennañ lizherennoù evel gant Saint Berieu evit Sant-Brieg… Den ebet ken ne gomz ‘gallaoueg’ e Paolieg, mod all e savjent ur skol.

  3. NEVEU RAYMOND dit :

    Emaoñ a-du gant Yann ha Gwilhmod pregañ brezhoneg gant piv?Ne jom den ‘bet kad da respont e brezhoneg hag e Peilheg??? e bro Gallaoued!!! Citoien Conan help ! Deus d’am sikour!

  4. Yann ar Britofon dit :

    Perak ober anv eus Paolieg paz eo anavezetoc’h kalz an anv gallek Peillac
    Petra a lavar Wikipedia ? « En 1944, Théophile Jeusset crée un nom en breton pour la localité : Paolieg-Gwened.La forme bretonne actuelle proposée par l’Office public de la langue bretonne est Paolieg. » Lakaet ‘vez Peillac – Paolieg » war ar panelloù evit an douristed sur awalc’h !

  5. T. Gwilhmod dit :

    Yann ar Britofon, er bloaz 867 e kaver « Poilac ». D’ar poent-se e komze an dud brezhoneg er vro. Paolieg a zo deveret eus an anv-se, sur-mat. A hent all me n’on ket nec’het gant ar fed ma vije bet ‘krouet’ anvioù brezhonek gant Jeusset : hon istor eo, istor gaer hon emsav. Fazïañ n’eo ket fazïañ ken p’hen graer asamblez : un dibab eo. Un emzalc’h politikel eo ivez. Ur vro, ur yezh. Breizh warc’hoazh a vo brezhonek a a-nevez pe ez aio da get : un anv geografïel ne vo ken.

  6. Yann ar Britofon dit :

    T. Gwilhmod « Poilac » a oa ar stumm skrivet e 867; penaos e veze distaget gant an dud ?
    N’eo ket gant « sur-mat »-où e vez graet an traoù !
    Un dibab eo faziañ asamblez !? Biskoazh kement all !!
    Hep brezhoneg Breizh ebet ? N’emañ ket Breizh Uhel e Breizh neuze ?
    Ha Breizh Izel (la Bretagne occidentale, quoi hein) a zo deuet da vezañ gallek, siwazh…
    Evel m’emañ emañ : ret-mat eo ober gant ar bed evel m’emañ ha gant Breizh evel m’emañ ha n’eo ket huñvreal…

  7. T. Gwilhmod dit :

    Da Yann
    N’em eus ket skrivet « un dibab eo faziañ asamblez ». Diskleriañ a ran n’eo ket grevus-tre faziañ p’en graer asamblez. Paolieg a ya mat-tre din, d’an Opab, kement brezhoneger a welo an anv-se ne vo ket feuket : ur skol divyezh ‘Paolieg’zo ivez, pajenn wiki kembraeg a ra gant Paolieg ivez hag all hag all.
    N’eus ket ken a Vreizh izel nag a Vreizh uhel. Dizale e vo muioc’h a vrezhonegerien e krec’h ar vro a-drugarez (pe en abeg, ne vern ket) d’ar C’hêrioù bras Roazhon, Naoned, Sant Maloù, Sant Nazer… p’emañ o tiboblañ Penn ar Bed… Evel-se emañ, evel ma lavarit ! Ne vo dazont ebet a frankiz el ledenez-mañ hep ar brezhoneg evel yezh vroadel nemeti : nag ar gallaouegoù na yezh an droc’herien pennoù.
    Yezh vroadel Breizh a-bezh eo hor yezh. An tun galleg moc’het a glever war Plum FM hag a gomprenan hep bezañ desket n’eo ket ur yezh ez eo : luc’hajoù dezho un nebeudig gerioù pe droioù lavar dibaot n’int ket ar memez re etre Pordig ha Pornizh, setu aze, lennegezh ebet, istor ebet, kantik ebet zoken… Restajoù dister ha di ster ur Vreizh a zo bet e Breizh Uhel n’o deus nemet un dalvoudegezh trivliadel evit tud ‘zo e traoñ maezioù don-don kollet, marteze : un nebeut bloavezhioù c’hoazh hag e vo douaret ar vamm-gozh dizant diwezhañ he drailhe a feson gwechall pa oa bugel, Doue d’he fardono ha d’he miro !: aparchantiñ a reont d’ur bed tremenet, plouezat-kristen a zo aet da get goude ar brezel hep dazont ebet ken. Restajoù ur yezh roman ez int, deuet eus ur meskaj latineg gant tammoù pilhoù galianek a veze komzet gant tud trec’het gant ar Franked ha n’o deus dre-se bet perzh ebet biskoazh en Istor gant un I bras. N’eo ket heñvel gant ar brezhoneg dre ma oa yezh Nevenoe a unanas ar vro da reiñ dezhi un dazont dezhi hec’h-unan.
    Huñvreal pe hiraezhiñ en ur Vreizh vrezhonek (ha kristen !) a zo un dra vat pa labourer d’he lakaat da wir. Labourat a ran-me evit ar Vreizh-se bemdez hag e pep degouezh.

  8. Yann ar Frankofon dit :

    Très bien, Monsieur Thibault Guillemot ! Restons-en là…

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Immigration, Local, REDON, Social, Société

Redon (35) : un spectacle « au profit des migrants » dans une salle municipale

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, REDON, Religion, Société

Redon : partiet eo an Tro Breizh !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Lamballe, Local, Société

Lambal (Penteür) : un trede klas divyezhek brezhoneg-galleg a-benn an distro-skol

Découvrir l'article

REDON, RENNES, Santé, ST-MALO, VITRÉ

Tiers monde médical et Urgences en Ille-et-Vilaine : un été sous tension ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, REDON, Santé, Société

Redon : milieroù a dud evit an ospital, ur vanifestadeg all e miz meurzh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Ploueg-ar-Mor (Bro Oueloù) : an hentenn divyezhek en arvar

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Loudéac, Société

Treve : ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg a-benn miz gwengolo ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, REDON, Santé, Société

Redon : an Trummadoù noz addigoret !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, REDON

Redon : an eil-maerez skoet gant hailhoned oc’h ober ur rodeo

Découvrir l'article

Local, REDON, Sociétal, Société

Redon : les organisateurs de la « Pride LGBT » se plaignent d’être protégés des islamistes par les gendarmes

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky