Tagoù, pneuioù toullet, gwerennoù drailhet, Orange Mekanik e Pleder (35)

Mezvierien ? Gaochisted inervet ? Tud yaouank dibreder ? Den ne oar piv en deus lakaet freuz ha reuz e kêr Pleder, e bro zDinan, etre an 3 hag an 4 a viz mae. Pneuioù a zo bet toullet, kirri-tan ha tiez taget, drailhet eo bet ar privezioù foran ha gloued ar skol. Betek an difibrilator a zo bet distrujet ! Fuloret eo tud ar gumun ha, da gentañ holl, Évelyne Simon-Glory an itron vaerez.

Hag he deus an dagadenn-mañ ul liamm gant ar c’hameraioù eveshaat ? Da geñver al lid hetoù e miz genver, Évelyne Simon-Glory he doa lavaret e felle dezhi stagañ kameraioù a seurt-se war savadurioù ar gumun. Marteze ez eus tud chifet gant seurt raktres…

Emañ an archerien war o lerc’h atav.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant Tolpad Kêrioù a lâr’ Ya da live 2 ar garta aveit ar brezhoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Norzh Bro-Gembre : nebeutoc’h a saozneg er skolioù, muioc’h a gembraeg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-BRIEUC

Binig-Staol (Bro-Oueloù) a lavar « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne

100vet deiz-ha-bloaz Gwalarn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sciences, VANNES

Ur brezegenn interesus ‘ba Gwened

Découvrir l'article

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky