Gwaled (Bro Gwinieg Naoned) : an Termaji a c’hwibe ar re gozh

O chom ‘ba Gwaled e oa an istrogell-mañ. ‘Ba kamp an dermajied. Gouez dezhañ e oa un « toer ». Ha mont a rae da gaout tud kozh evit netaat o zoenoù kar « divousour » eo, kentoc’h evit toer. Anat deoc’h e oa marc’hadmatoc’h (hervezañ) evit artizaned ar vro, ar re a ra labour propik.

War enez Yeu, e Bro Vañde, e 2020 en doa kavet bobeleed, tud hag a grede ober afer vat gantañ, un hanter zousennad bennak memestra. Tud kozh nemetken. Dam-netaat a rae o zoen, gant produioù difennet evel just, klor hag all, ha neuze e c’houlenne gante chekennoù dizanv. « E yan da lakaat ma-un' » a lâre-eñ. Fidamdoue ! Cheñch a rae an deiziad evit ma vefe diaesoc’h da nagenniñ kalite al labour ha goude n’o doa an dud netra da lâr’.

Un deiz e voe hopet gant ar jañdarmed ma adlavaras dezhañ gwirioù ar vevezerien. Me ‘gomz dit ! Kendalc’h a reas gant e itrikoù o cheñch an deiziadoù war ar chekennoù. Digant tud kozh ha bresk o spered en deus goulennet 7000€ memestra, hag evit labourioù dister !

A-benn ar fin eo bet serret gant an jañdarmed un eil gwech. A-raok o doa kuzuilhet dezhañ da guitaat an enezenn kar tud a oa war e lerc’h dija. E penn-kentañ miz mae eo bet kondaonet gant lez-varn Naoned : 3000€ a gastiz. Da lavaret eo nebeutoc’h evit netra.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, RENNES, Tribune libre

D’ar 17 a viz mae e vo ur vanifestadeg evit ar brezhoneg met… [L’Agora]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Guérande, LA BAULE, Local, Sociétal, Société

Ar Roc’h-Bernez (56) : panelloù istorel e skritur inkluzivel

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Naoned : An « Ajañs sevenadurel Breizhek » falc’het gant ar « redi budgedel »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant Tolpad Kêrioù a lâr’ Ya da live 2 ar garta aveit ar brezhoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Norzh Bro-Gembre : nebeutoc’h a saozneg er skolioù, muioc’h a gembraeg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-BRIEUC

Binig-Staol (Bro-Oueloù) a lavar « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne

100vet deiz-ha-bloaz Gwalarn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sciences, VANNES

Ur brezegenn interesus ‘ba Gwened

Découvrir l'article

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Pornic, Société

Laer ha drouklazher : ur Brezilian « spontet gant an disurentez e Naoned » kondaonet

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Clicky