Hag eo sot, fol pe drammet an Tunizian en deus lakaet freuz ha reuz e ospital Sant-Maloù d’an 29 a viz ebrel ? Diaes da lavarout…
Abaoe tarz an deiz e oa pennfollet. Ne oa ket en e stad vat. Skeiñ a rae e benn ouzh ar voger da skouer. D’an trummadoù eo bet kaset a-benn ar fin. E « vab » a oa bet ganet e ospital Sant-Maloù 6 devezh zo. Keloù mat ! Met pa erruas e kambr e wreg e oa aet e skiant-vat digantañ : kregiñ a reas e-barzh chupenn merc’hig e zousig ha neuze he mamm, ha neuze e eilpennas ar c’havell. Eüruzamant ne oa ket ar babig ennañ !
Spontet-mik, ez eas kuit e wreg da hopal paotred ar surentez. Ya met pa errujont er gambr ne oa ket mui an tad enni, nag ar babig ! War skeudennoù ar c’hameriaoù eveshiañ e weled mat en doa degaset ar babig gantañ. Gwelet a reed e dreid o tibaseal eus mantell an « tad » ! A-daol-trumm, emañ tout an dud o klask war o lerc’h ! Serret eo dorioù an ospital ha dont a ra a-benn paotred ar surentez da gemer ar babig digant an Tunizian. Erru a ra an archerien. E penn-kentañ ne fell ket d’ar vamm sevel klemm. Cheñch a ra he soñj war-lerc’h.
Hervezi, 6 miz a-raok e oa bet skoet gantañ. Ha hi dougerez ! Ingal e huch warnañ « gast ac’hanout ! » a lavar dezhi. E zoare da gomz eo, hervezañ. « An holl dud a gomz mod-se em familh » emezañ. Ah ma !
Pa voe serret gant ar boliserien en defe kunujennet anezho ha gourdrouzoù da heul : « ez an da zic’houzougañ ho kwreged hag ho merc’hed ! » e-touez kunujennoù all. Hag a-benn ar fin e tispakas e fulup dirak kamera an toull ma oa bet kaset ennañ d’en em sioulaat.
Evel just emañ dindan OQTF hag a-wechoù e werzh kannap. Pa oa aet e fulor en ospital e oa dindan Lexomil. N’eo ket tad biolojikel ar babig ha diskred a zo warnañ bezañ anavezet ar bugel a-raok e vefe ganet evit kaout paperioù. Un den tre ! Ur chañs evit Breizh !
A-benn ar fin en deus paket 10 mizvezh prizon. Mui 4 mizvezh eus ur goursez kozh : 14 mizvezh en holl mui traouigoù all !
Ha skarzhet e vo eus Breizh ? Se zo un afer all, ar « c’hevredigezhioù » a zo war evezh…
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
3 réponses à “Sant-Maloù : un Tunizian dindan OQTF a glask laerañ ur babig en ospital goude bezañ skoet gant ar vamm”
Paour-kaezh Breizh… Petra ober bepred pa’z eo aet da ambren tout an dud hor pobl en o mesk…
J’ai tout juste compris qu’il s’agissait d’un Tunisien.
Vous savez ce que je pense d’eux … Je ne vais pas épiloguer.
Mais qu’ils aillent foutre leur bordel dans les beaux quartiers de Paris et autres lieux chez les bobos et bobettes à vélo et trottinette!!!