Leun a dud e oa palez ar c’hendalc’hioù e Pondi evit 60vet deiz-ha-bloaz an UDB. Souezhet eo bet pennoù bras an UDB o welet kement ha dud.
Pour les 60 ans de l' @UDB__ à #pontivy, @edwyplenel participe à un débat intitulé "Vers une république universelle et fédéraliste". L' #identite est un moteur d'émancipation quand elle se conjugue avec l' #egalite des droits. #Bretagne #breizh #federalisme pic.twitter.com/HlflFYZqbY
— Guyonvarc'h Kristian (@GuyonvarchC) April 27, 2024
Un dra vat eo en ur mod. Diskouez a ra n’eo ket marv an emsav emrenour e Breizh.
Met ne cheñch ket ar « Strollad ». Atav gant an hent fall ! Ar wech-mañ e oa bet pedet Edwy Plenel da lavar e soñj. Seurt « test meur » an deiz. Abaoe disadorn e vez gwelet kontoù an UDBerien war ar rouedadoù sokial o tiskouez fotoioù penn bras Mediapart. Pep hini e selfie gant an « den meur ». Ur gwir porzh-yer a faned !
Met penaos e c’heller bezañ laouen da vezañ pedet Edwy Plenel d’un darvoud politikel bennak ? Pimpatron an islamo-gaochist eo ar parizian-mañ. Pimpatrom an « tu-kleiz kevredigezhel » hag a dalv da falc’h an Ankoù evit an tu-kleiz ?
A-benn daou viz e vo graet 30% d’ar votadegoù european gant an RN ha tud evit Edwy Plenel eo a vo kaoz eus se. An « tu-kleiz dall » eo, tu-kleiz an dinac’h. Ha gant piv e vez pedet Edwy Plenel da lavar e goñchoù born ? Da reiñ e « gentel vat » d’ar blouked ? Gant an UDB evel just !
Ha dre m’en deus an UDB an tu d’en em faziañ e oa bet pedet Enzo Lesourt, kuzulier Eric Piolle, maer EELV Grenoble, ivez. Pimpatrom an ekologouriezh pastek eo Eric Piolle, an ekologouriezh woke, bobo, islamo-gaochist. Gwashañ abostol n’eus ket bet en tu-kleiz. Hag an UDB a zo fier ha laouen da vezañ pedet e guzulier…
« Plutôt que d’être la mouche dans l’oreille de l’éléphant, vous pouvez être l’éléphant. Pariez que vous avez une majorité culturelle, que beaucoup de Bretons sont d’accord avec vous mais ne le savent pas encore », insiste @EnzoLesourt, ancien conseiller spécial d’@EricPiolle
— Union Dém. Bretonne (@UDB__) April 27, 2024
Ha pa vo skarzhet ar chapel-mañ eus an ekologouriezh eus an tiez-kêr he doa gounezet e 2014 e kendalc’ho an UDB d’ober daoulagad vihan dezhi. An arz d’en em faziañ. Atav giz atav…
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
2 réponses à “UDB : an arz d’en em faziañ”
ur strollad politikel hag a dalvez da netra evit dieubidigezh vreizh……
Peseurt strollad a dalvez un dra bennaket ?
N’eus hini ebet sirius a-walc’h, an UDB krouet 60 bloaz ‘zo stanket c’hoazh gant mennozhioù tu kleiz pellañ ar bloavezhioù 70.
Ar Strollad Breizh, krouet 20 bloaz ‘zo, n’en deus dilennad ebet, ha programm politikel ebet.
Pour la Bretagne en deus dilennidi, met netra all.
Hag a re all, furlukined washoc’h c’hoazh o embann fotoioù war Facebook pe Twitter o pegañ skritelloù, ha mat pell ‘zo.
Trist eo an dazont evit ar vro…