E Kemper, straed Douarnenez, d’ar 25 a viz ebrel e vez serret un den o vleinañ e garr-tan. Emañ o paouez mont gant an tu berzet. Hag, evel just, n’en deus ket tamm aotre-bleinañ ebet ! Hervezañ eo « Italian » a vroadelezh. Marteze en deus un aotre-bleinañ italian neuze. Gwiriekaat a ra ar boliserien. Gaou ! Un Tunizian eo. Hag anavezet eo gant ar servijoù polis evit drougoberioù a bep seurt.
Dindan OQTF eo war ar marc’had. Kaset eo bet d’ur greizenn azderc’hel melestradurel. A-raok bezañ kaset d’e vro emichañs.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine