Na kaer ! E skolaj Gérard-de-Nerval eus Gwitreg ez eus skolidi « alofonenn » (=estrañjour, repuad) a-orin eus 11 bro disheñvel (Afghanistan, Aljeria, Albania, Siria, Portugal, Vietnam, Jeorjia, Filipine, Roumania, Ukren, Brazil). 17 anezho o deus skrivet ul lizher d’o zud « er vro » evit kontañ dezho pegen dous e oa ar vuhez e Breizh. Evit lakaat anezho d’en em staliañ amañ emichañs ? An holl dud yaouank-se a zo à chom e oaledoù pe e familhoù degemer. Paeet ganimp evel just. Hag o zud ? N’int ket re chalet, n’int ket re vezhek da vezañ leusket o bugale da vont kuit o-unan pell anezho evel se ?
Ur boelladenn e oa, aozet gant ar gevredigezh eus Roazhon « L’âge de la Tortue » hag arc’hantaet gant an departamant. Lennet eo bet al lizhiri er skolaj, dirak kelennerien, desaverien ha tud skolidi all. An holl a zo bet bamet evel just !
Pegen kaer eo klevet hor erlec’hidi kontañ o buhez en hor bro !
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Gwitreg : 17 skoliad estrañjour o tont eus 11 bro disheñvel o deus skrivet ul lizher d’o zud « chomet er vro »”
Skolidi “alofonenn” ! Petra eo ar ger-se ?
Evit komz eus skolidi a ra gant ur yezh all lavaromp « skolidi a ra gant ur yezh all » ‹(•¿•)›
pe, ma fell deomp implij brezhoneg cheuc’h, « skolidi arallyezh » peogwir ez int « arallyezherien »!