Sant-Brieg : ar penn-dramm a sko gant ur vaouez evit laerañ he arc’hant diganti

D’an 22 a viz here 2022 ez a ur plac’h yaouank da dennañ arc’hant d’ar « puñs » e karter ar C’hêriadennoù e Sant-Brieg. 7e30 mintin eo. Ne vern, T., penn-dramm ar c’harter a zo savet dija. Hag emañ « war yun » a zrogach. A-boan m’eo bet tennet an arc’hant gant ar plac’h yaouank ma vez skoet ganti ha strimpet a c’haz lakrimo !

Ur vaouez eo he deus skoet ganti. Klask a ra ar charlezenn laerañ he sac’h digant he reuzied met derc’hel mort a ra. He alc’hwezioù a zo e-barzh hag er gêr emañ e vab e-unan ! Siwazh, ranket eo da ziskrog ha mont a ra kuit al laerez e-barzh ur c’harr-tan bleinet gant ur c’homper dezhi. Notennet eo bet sifroù ar blakenn-varilh gant ar reuzied.

N’o deus ket ar boleserien re a boan evit adkavout plac’h an oto. Ur penn-dramm en he 38 vloaz eo. Anavezet mat ganto. 17 menneg war he roll lez-varn dija. Anzavet he deus d’he c’hoar-gaer he doa skoet gant ur vaouez evit laerañ he sac’h ha paeañ he c’hrak hag ar c’hokaïn az a ganti. Kemer a ra krak, n’eus tamm spi ebet eviti…

Met hervezi « an holl dud a gemer dramm » neuze n’eo ket sujed dezhi. ‘Fin, pas muioc’h eget ar re all. Ma…

D’ur bloavezh toullbac’h eo bet kondaonet d’ar 16 a viz ebrel gant lez-varn Sant-Brieg.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Société

Naoned : ur Reunionad kondaonet evit trafikañ dramm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société

Dramm e Kemper : goude an trafikour martinikad, e vreur dirak al lez-varn…

Découvrir l'article

Dinan, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Sant-Loheñvel (Bro Daoudour) : daou drafikour dramm kondaonet evit bezañ bazailhet ur c’houplad

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société, ST-NAZAIRE

Naoned ha Sant-Nazer : ar boliserien a-enep an trafikañ dramm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : un Aljerian kondaonet evit un dagadenn revel

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Paimpol, Société

Pempoul : ar Parizian eus an 9-3 en doa taget ur c’hrennard e-barzh un afer dramm, 12 mizvezh gant goursez !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-BRIEUC

Sant-Brieg (22) : ur Vec’hikanez, un Tunizian hag ur walladenn (sañset)

Découvrir l'article

Dol de Bretagne, E brezhoneg, Justice, Local, Société

« Serge eus Paris », trafikour dramm a vicher, a sko gant ur vaouez !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Immigration, Local, Société, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : ur pakistanad lazhet, un den serret

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société

Brest : 29 vloaz, 23 meneg war e roll lez-varn, « cheñchet ‘m eus », met…

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky