Met petra a c’hoarvezh e Felger/Foujër ? E 2023 ez eus bet lakaet tan e 30 karr-tan e kreiz kêr. Ha peder ouzhpenn a zo bet adkavet pulluc’het an dibenn-sizhun-mañ. Mui unan all lakaet en dour ! E diazlec’h diduiñ Chênedet, e Landean, eo bet adkavet an tri bet laeret er greizenn teknikel kent. Pulluc’het da vat e kreiz ar c’hoad evit daou anezho hag unan all a zo bet kaset d’ar stank. Un bistolenn Air Soft a zo bet adkavet ennañ gant ar boliserien !
Div sizhun zo e oa bet lakaet tan e div oto, straed ar Sabotiers ha straed ar Chapelle, e Felger. Hag atav ar memes goulennoù gant an enklaskerien hag an ti-kêr : perak ha gant piv ?
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine