Paourkaezh ! Rediet int bet da skampañ kuit eus Bro-Zaghestan rak ne felle ket d’an tad ober e goñje en arme ! Neuze, paeet o deus un treizher ha setu tout ar familh erruet e Breizh !
Hag evit trugarekaat ar vretoned da vezañ degemeret anezho e laeront er stalioù. D’an 12 a viz meurzh eo bet gwelet an tad, ar vamm hag ar vamm-gozh war parkva ar greizenn kenwerzhel « Le Cézembre » e Sant-Malou. Amañ e oant abaoe deizioù dija, o kantreal hag o furchal. hag o laerañ ! Pa vo serret ar vandennad gant ar boliserien e vo kavet en o c’harr-tan sac’hadoù a dilhad laeret e tri stal eus ar greizenn.
« Laeret hon eus dilhad evit gwiskañ hon daou vugel » emezo. Che ! 30 bragoù, 11 chupenn, 50 ticheurt, 8 sae, kreskiñ a ra buan ar vugale en Daghestan ! Hag ar paourkaezh mamm-gozh a zo e Bro-C’hall abaoe 13 vloaz. C’hwec’h gwech eo bet kondaonet dija evit… bezañ laeret ! Evit he bugale vihan moarvat…
A-benn ar fin eo bet kondaonet tout an dud d’an 2 a viz ebrel gant lez-varn Sant-Malou. Pevar mizvezh gant goursez evit ar c’houplad, mod-se e c’hellint kenderc’hel da laerañ trankilik. Ha pevar mizvezh evit gwir evit ar vamm-gozh. Ha mont a raio en toull-bac’h ? N’eo ket sur tamm ebet…
Den ebet n’en deus bet un OQTF bennak… Setu chañsoù, « pepitoù » evit Breizh, petra ‘ri ?
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine