E Keiz-Raez (“Chi” e gallaoueg, Cheix-en-Retz e galleg), e vez gwelet panelloù nevez staliet un tamm e pep lec’h, a-hed an hentoù. E-lec’h reiñ anvioù nevez dezho, un istorour en deus furchet en archivoù hag aterset ar re gozh evit gouzout petra oa o anvioù hengounel. Ha, gant-se, zo bet graet panelloù gant tud ar gevredigezh “mignoned an amzer vak”.
Bremañ e vez gwelet panelloù skrivet warno : “Chemin des Sables“, “Chemin du Turdereau” pe “Chemin des Marais de la Cure”, …
Crédit photo : lec’hienn internet ti-kêr Keiz-Raez
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine