Emgannioù mod « fight club » pe, kement ha bezañ rezis, mod « Mayotte » rak seurt emgannioù, anvet « Mrengué » a vez gwelet stank e Mayotte, a zo bet aozet e karter Europa e Brest d’an 22 ha 23 a viz meurzh. E kreiz ar ramadan e oa hag e Mayotte n’eo ket ur ral gwelet emgannioù Mrengué aozet evit « distannañ » an dud e-kerz « miz sakr » ar vuzulmaned.
Ha pa glaskas ar boliserien lakaat an engroeziad a sellerien da vont kuit e resevjont kanetoù bier warno.
N’eo ket diouzh al lezenn seurt emgannioù nag e Breizh nag e Bro C’hall ha setu perak zo bet serret un den d’ar 26 gant ar polis. Gantañ e oa bet strewet skritelloù war ar rouedadoù sokial evit pediñ an dud da zont.
Prezantet d’ar prokulor d’an 28 a viz meurzh eo bet barnet d’an 29 gant lez-varn Brest.
Une chance pour la Bretagne – Organisation de Combats de rue à Brest !! Aucune interpellation .. mais que fait la police ? Un commentaire Mr le maire socialiste Mr #Cuillandre pic.twitter.com/rOYyg7vYBh
— 🇫🇷. Or-well (@GillesWell) March 26, 2024
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine