2,6 milion € memestra ! Setu ar sammad a vefe bet laeret en holl gant pevar c’houplad a dermajied etre Koueron, Kerc’hevrel (La Chevrolière), Pont-Marzhin (Pont Saint-Martin), Trigneg, e Liger-Atlantel, Sant-Evarzeg e Penn-ar-Bed ha Nassandre-sur-Isle e departamant an Eure. D’ar 14 a viz c’hwevrer 2023 e oa klasket laerañ ur grignolad a vutun en embregerezh Logista e Sant-Evarzeg, Penn-ar-Bed. En aner, ken e tleas al laeron mont kuit hep an disterañ pakad.
Bloaz war-lerc’h e teuas a-benn ur strollad laeron da lakaat an dorn war 650 000€ a vutun e Nassandre-sur-Isle en Eure. Met evit ober tout-se n’o doa ket implijet o c’hirri-tan dezho anat. Kavet eo bet roudoù an otoioù ha kirri-samm implijet evit al laeroñsioù gant an archerien : laeret e oant bet un tamm e pep lec’h e Breizh !
Goude un hir a enklask e voe kendrec’het an archerien e oa ar strollad o chom e kampoù eus Liger-Atlantel, setu perak eo bet galvet 320 soudard, mui ar GIGN mui tri visaskell evit mont da gerc’hat anezho holl asambles d’an 19 a viz meurzh.
Gwazed a zo bet serret, anavezet mat gant ar justis, met ivez o wreged hag o defe roet an dorn dezho. Argant, boeson, butun, bravigoù, kirri-tan, kwaded, ostilhoù ha traoù a bep seurt a zo bet sezisaet gant an archerien.
Emaint holl en toull-bac’h o c’hortoz o frosez.
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine