E Gwened en doe lakaet ar c’hrennard tan ‘ba mirdi ar C’hoc’hu : ur bleiad toull-bac’h mui daou vleiad get goursez

Un taol he doa bet an arzourez Salomé Fauc é klevet e oe bet lakaet tan ‘ba he oberenn « Et comme une faïence bleue » ‘ba mirdi ar C’hoc’hu a-zirak iliz-veur Gwened d’an 9 a viz meurzh. E kreiz an endervezh oc’hpenn-se !

Ur c’hrennard eo en doe lakaet tan get e zirenn. Perak ? « Aveit c’hoari » doc’h ma lâras.

D’an 22 a viz meurzh e oe ‘ba lez-varn Gwened. Hag anavezet mat get ar justis eo ar paotr-mañ. N’eo ket eñ ur penn-skañv en dehe groeit an taol aveit c’hoari hepken. Kar da 16 vlez eo bet kondaonet mar a wezh dija : distoupiñ argant get unan bennak, taerizion, gourdrouz a varv (mar a wezh) hag un aridennad a draoù arall. Ur gwir voued an ifern !

Ar wezh-mañ eo bet kondaonet d’ur bleiad toull-bac’h mui daou vleiad get goursez. Mes hag e vo sioulaet ar wezh-mañ ?

 Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “E Gwened en doe lakaet ar c’hrennard tan ‘ba mirdi ar C’hoc’hu : ur bleiad toull-bac’h mui daou vleiad get goursez”

  1. Patrick Yves GIRARD dit :

    Pawr kaezh, skãv e spered hogen prest da lakaat en arvar tud.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant Tolpad Kêrioù a lâr’ Ya da live 2 ar garta aveit ar brezhoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Norzh Bro-Gembre : nebeutoc’h a saozneg er skolioù, muioc’h a gembraeg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-BRIEUC

Binig-Staol (Bro-Oueloù) a lavar « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne

100vet deiz-ha-bloaz Gwalarn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sciences, VANNES

Ur brezegenn interesus ‘ba Gwened

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, VANNES

Bagad Melinerion-Gwened a lâr « Ya d’ar Brezhoneg » !

Découvrir l'article

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky