Pentelloù (44) : Mohammed hag e vignoned o doa prevezaet ul lotisamant evit an trafikañ dramm hag ar rodeoioù

Pet dilenner en deus gounezet Marine Le Pen pe Eric Zemmour e Pentelloù gant an afer-mañ ? Ul lotisamant en e bezh moarvat… Rak e hini an Tournesol o doa tri den, Mohammed, e vreur hag ur mignon dezho, lakaet o c’hrabannoù war ar c’harter. Ur gourvezvank a oa bet lakaet e kreiz ar straed ha, dao !, partiet an trafikañ dramm, evel e Marseille met e kreiz Bro-Raez. Trankil ha disoursi ! E liamm e oant gant an Dervallières e Naoned, ur c’harter ha n’eo ket mui e Breizh, nag en Europa ‘m eus aon.

E-pad an hanvez 2023 e voe galvet an archerien gant annezidi al lotisamant. Arru e oant skuizh ! Ur vandennad en doa prevezaet al lotisamant. Etre 7e noz ha kreiznoz e oa ur gourvezvank e kreiz ar straed ha digor marc’had an dramm ! Evel er « cité » pe er bled marteze e oant azezaet war o chouk, o c’hortoz ar pratikoù, ur « biniou » er beg ! Ha tro-dro dezho, rodeoioù hag emgannioù etre tud yaouank. Ne oa ket krennarded an tri labous : 19, 22 ha 25 bloaz met lakaet o doa o spered e-lec’h m’eo bet lakaet he vi d’ar yar.

Un deiz e klaskas ar polis kêr lemel ar gourvezvank met ne oa ket mat d’ar vandennad. O straed e oa ! Klask a rejont kaout un isplikadeg gant an ti-kêr memes ! Un deiz all e klaskjont kas drogach dre zron da vreur henañ an daou vreur a zo en toull-bac’h e Naoned evit aferioù dramm !

El lotisamant e oa spontet an dud gant ar strollad. Un den a zo bet skoet rak « sellet a-dreuz » en doa outo. C’hwezh butun droll a oa e pep lec’h ha ne felle ket mui d’an dud leuskel o bugale mont er-maez.

Evel just e oa anavezet an daou vreur gant ar justis. Unan a zo 8 menneg war e roll lez-varn, e vreur 15 menneg, … Krediñ a raent e vefent deuet da vezañ mestr war ur c’harter a-bezh dre deurel ar spont el lotisamant. Met 5000 den a zo o vevañ e Pentelloù (Le Pellerin e galleg) ha ne oa ket prest an annezidi da welet o c’hêr sioul treiñ e Bellevue pe e Dervalières Bro-Raez.

A-benn ar fin e voe graet ar menaj gant an archerien. Ha kaset an triad d’an toull-bac’h. Dirak ar barner d’an 22 a viz meurzh e anzavas an daou vreur « n’int ket bras en o fennoù ».

Moaien e vo dezho brasaat un tamm en toull-bac’h rak kondaonet int bet da 14 ha 10 mizvezh, tri mizvezh evit o c’homper. Hag an daou vloaz a zu n’o do ket droad dont e Pentelloù.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Pentelloù (44) : Mohammed hag e vignoned o doa prevezaet ul lotisamant evit an trafikañ dramm hag ar rodeoioù”

  1. Patrick Yves GIRARD dit :

    Ur sapre skipailh eo anezhe !

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local

Felger : taget zo bet ur radar all !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, FOUGERES, Histoire, Local, Patrimoine, Religion, Société

Saint-Germain-en-Coglès (35) : ur c’halvar livachet !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, Société

Funoù e kouevr laeret : ur barrad ‘ba Morbihan !

Découvrir l'article

E brezhoneg

« Brezhoneg Gallo Kaoz », ur strollad kuzh nevez evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, LANNION, Local

Ha savetaet e vo levraoueg Kawan ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, Société, VANNES

Talbont (56) : roget eo bet ar Gwenn-ha-du !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky