Miliadoù ha miliadoù a Vietnamiz a glask divroiañ er Rouantelezh-Unanet. Emaint en top 10 eus ar broadelezhioù a erru er Rouantelezh zoken zoken, hervez Minister an Diabarzh. Setu perak en deus kroget ar minister da gas war ar rouedadoù sokial videoioù ha bruderezhioù evit dibennadiñ Vietnamiz d’ober ar veaj. Al lun-mañ e krogo ar c’houlzad kehentiñ.
E-barzh ar videoioù e vo gwelet divroidi o kontañ penaos o deus kousket e kamp Calais dindan evezherezh gwarded armet a-raok treuziñ ar Manche. Aterset e vo ivez gwarded-aod o tisplegañ pegen danjerus eo klask treuziñ ar Channel war bigi brall-divrall !
Ar bloaz paseet e oa bet graet ur c’houlzad a-seurt se evit Albaniz. A-benn ar fin en deus digresket a 90% an niver a Albaniz o klask divroiñ er Rouantelezh-Unanet !
Ma vez tizhet ar memes sifr gant ar c’houlzad nevez e vo klasket produiñ videoioù all evit kelaouiñ pobloù all ne dalv ket ar boan divroiañ en Europa.
Ha ma vefe graet ar memes tra gant ar gouarnamant gall pe gant Rannvro Breizh ?
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
3 réponses à “Rouantelezh-Unanet : ur koulzad kehentiñ evit dibennadiñ Vietnamiz da zivroiañ e Bro-Saoz”
Ur ‘houlzad kehenti kento’h a-marteze ?
Ne vo ket prest gwarnamant gall da zikalonekaat tud a-vroioù afrikanek ken ha klask da laosker harzoù hogosik digor. Bevã samblez e ball dezhã ew kento’h !
« Ken hag a glask » ew ret skrivã kento’h avat !