Perak n’hall ket mui kumunioù zo dereiñ aotreoù sevel ?

Un diouer a lojamantoù a zo e Breizh hag e Bro-C’hall a-bezh, an holl dud a zo ali war ar poent-se. Met ne oar ket an holl ez eus meur a abeg d’an diouer-mañ. Ha n’eo ket ar brokañ war ar madoù-leve an hini pennañ. Da gentañ tout e c’heller kavout abeg el lezenn ZAN (artifisielaat ebet rik -AER) rak abalamour dezhi e vo diaesoc’h-diaesañ evit ar c’humunioù bihan sevel lodennaouegoù-kêr. Hag un dra fall pe vat eo a-benn ar fin o welet kêrioù zo, krignet gant al lotisamanchoù o ziez divalav tra m’emañ tiez ar c’hreiz-kêr o kouezhañ en o foull ? Pep hini e soñj…

Met ul lezenn all a zo deuet da vezañ ur gwir boezon evit ar c’humunioù bihan : hini ar sistemoù skarzhaj stroll. Ul lezenn votet e 2019 ha lakaet da dalvezout e 2020 eo, seurt astenn eus al lezenn NOTRe. Hiviziken n’hall ket mui an dour-glav hag an dour lous bezañ skarzhet gant ar memes sistem, tremen er memes tuellenoù. Pep hini e hini ! Met war un dro eo ret adsevel ar purlec’h deuet da vezañ re vihan, gwechoù zo penn-da-benn. Hogen, evit lakaat ar rouedadoù diouzh ar reoladoù n’eo ket ur blank a zo da lakaat war an daol, milionoù ne lavaran ket. Ha n’eo ket ar c’humunioù bihan hag ar c’humuniezhoù-kumunioù ma ne vez ket graet an arc’hant war an oaled evit dispignañ kement. Setu perak e vez astennet al labourioù war meur a vloaz pe meur a respetad memes. 10 vloaz, 15 vloaz pe muioc’h.

Ya met e-keit-se e vez nac’het an aotreoù sevel gant ar prefetioù, forzh pe hini a vefe kinniget ! Endra ma n’eo ket bet renevezet ar rouedadoù skarzhaj hag ar purlec’h, aotre-sevel ebet ! Setu ar pezh a c’hoarvezh e kreiz-Breizh, dreist-holl en Aodoù-an-Arvor er mare-mañ evit meur a gumun vihan. Lod o deus roet lañs da brogramoù lodennaouegoù met… n’hallont ket dereiñ aotre-sevel ebet enno rak n’hall ket ar c’humuniezh-kumunioù (e-karg eus ar skarzhañ dour) lakaat arc’hant e pep lec’h er memes mare ! En Arvor eo ar memes tra e Karnag hag en Drinded-Karnag met ivez e Bro-Dreger, evel e Trebeurden da skouer. Rak pa vez renevezet ar rouedadoù skarzhaj e vez renevezet rouedadoù all (gouloù-ker, dour evapl, tredan) paeet gant ar c’humunioù. En Arvor e c’hellont hen ober buan (ha c’hoazh), en Argoad n’eo ket memes kont. Pezh a dalv eo « skornet » an niver a dud er c’humunioù-se. Koll annezidi e c’hellont rak « mat e vo evit an douar », gounit annezidi n’hallont ket !

Ur gwir dorr-penn evit ar vaered hag ar familhoù a fell dezho chom er c’humun dre sevel o zi.

Met ne vern, an ekologiezh hag ar reoladurioù da gentañ !

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Gaming

Bazterka, hurik gabeko herria : Ur c’hoari video en euskareg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, LORIENT, Société

Fort-Bloqué (56) : ur « gwallig-daol » a-enep ur mekanik chanter ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, QUIMPERLE, QUIMPERLé

Sevel daou pe dri Kêrvrezhon e Breizh-Izel…

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

Tintin : Adembannet e vo « Ar skouarn dorr » e brezhoneg !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Evenements à venir en Bretagne, Histoire, Local, LORIENT

Stade terminal d’aliénation : une conférence sur les… arabismes dans la langue bretonne !

Découvrir l'article

Education, Local, Paimpol, Société

Trévenneuc (Goëlo) : une école catholique hors-contrat ouvre ses portes !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International

Bro-Euskadi an Norzh : evit ar wech kentañ ez eus muioc’h a vugale e klasoù divyezhek eget e klasoù unyezhek er skolioù-mamm

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Plouzane (Bro Leon) : archerien dirak ar skolajoù

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Environnement, Local, Social, Société

Brest : Bellevue ha Pontanezen tennet diwar ar ZFE

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Vidéo

Hetoù rektor Korsika e korseg

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky