Ur glaskerez bara a 46 vloaz a zo bet bazhataet e-barzh ti-ger Sant-Nazer d’ar sadorn 16 a viz meurzh tro 8e30 noz. Gant piv ? Gant ur c’homper dezhi, ur c’hlasker bara ivez, hag a oa mezv-dall evel boaz. Ha, war un dro, en deus diskouezhet e fulup d’ar vaouez ! Kaset dirak an aotrou barner d’an 21 a viz meurzh e voe kondaonet ar paotr da 12 mizvezh toull-bac’h. 13 menneg a oa war e roll lez-varn dija.
Ar paourkaezh plac’h, eus he zu, he deus bet tri devezh ITT ken gloazet eo he fas.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine