Sant-Nazer : an trafikour dramm a dap krog e kelloù ar poliser

D’an 11 a viz meurzh e voe serret un den en e 22 vloaz o werzhañ dramm e karter an Trebal. Ur « poent deal » anavezet mat a zo e-kichen ar skwar Marsel Pagnol, daou boliser a oa o kantreal tro-dro pa weljont un den o werzhañ dramm meur a wech ha neuze o kleuziñ an douar evit kemer sac’hadoù dramm kuzhet mat.

Pa tegouezhas ar boliserien e skoas an trafikour gant unan anezho. Ha kouezhet an daou. E-keit ma oant oc’h en em ganañ war al leur e tapas krog an dealer e kelloù ar poliser a-raok reiñ taolioù er flankoù.

Hag evel just e huchas par ma c’hellas evit ma teufe reoù yaouank eus ar c’harter da sikour gantañ dre dagañ ar boliserien. A-benn ar fin e teuas a-benn ar c’hargidi va vestroniañ anezhañ ha da gas anezhañ dirak ar barner d’an 13 a viz meurzh. Met start e oa bet ar jeu !

Dirak an aotrou barner e nac’has an den bezañ un trafikour. « Ur penn dramm ne lavaran ket ». Ha tamal a reas ar poliser da vezañ lakaet e benn-glin war e gorzhailhenn. « N’hallen ket mui analiñ » hervezañ. Evel Georges Floyd ?

Ur Georges Floyd eus rannvro Paris eo rak n’eo ket ar paotr-mañ eus Sant-Nazer. Dont a ra e Sant-Nazer ingal da werzhañ e boezon.

A-benn ar fin n’en do ket droad dont en-dro da Liger-Atlantel e-pad 5 bloaz ha kousk a raio en toull-bac’h an daou vloaz a zeu.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : Ur gourmarc’hadig laeret gant armoù evit ar pemvet gwech

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, SAINT-BREVIN

Sant-Brewenn (Bro-Raez) : un trafikour dramm estrañjour tapet gant an archerien

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Gwerzhav (44) : 19 vloaz, dealer ha bremañ prizoniad

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Bro Raez : unnek vloaz goude, eizh den kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Société

Naoned : ur Reunionad kondaonet evit trafikañ dramm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société

Dramm e Kemper : goude an trafikour martinikad, e vreur dirak al lez-varn…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : kirri-tan pulluc’het, tud er ranndi, fuzuilhadeg er straedoù…

Découvrir l'article

Dinan, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Sant-Loheñvel (Bro Daoudour) : daou drafikour dramm kondaonet evit bezañ bazailhet ur c’houplad

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : Ar maer David Samzun a adlavar e souten SOS Méditerranée

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société, ST-NAZAIRE

Naoned ha Sant-Nazer : ar boliserien a-enep an trafikañ dramm

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky