Na drist an traoù : e Bro-Vrier, e Fedrun, un « enezenn » eus Sant-Yoasin, zo bet kaset da ludu daou di-plouz d’ar gwener 8 a viz meurzh. E kreiz an noz e krogas an ti e-barzh unan anezho hag ez eas ar flammennoù d’egile a-raok ma arrufe ar bomperion. Buan e tegouezhas paotred an tan koulskoude met ne zeujont ket a-benn da saveteiñ toennoù an daou di.
E Bro-Vrier, daoust d’an 2225 ti-plouz a chom, ez eus nebeutoc’h-nebeutañ a diez a seurt-se ha gwasoc’h c’hoazh, an drederenn anezho a zo e stad fall kar re ger eo da zerc’hel e-ratre vat an toennoù evit o ferc’henned.
Crédit photo :
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine